Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/592

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
590
eil lizer san̄t paol abostol


VII. PENNAD.


1. Pa eo bét rôed éta ar gwéstlou-zé d’é-omp, va breûdeûr kér, en em garzomp eûz a gemen̄t saotr ar c’hîk hag ar spéred, ô peur-ôber san̄télédigez é doujan̄s Doué.

2. Digémérid ac’hanomp. N’hon eûz gréat gaou oc’h dén ; n’hon eûz saotret dén ; n’hon eûz touellet dén.

3. Na lavarann kéd ann dra-man̄ évid hô tamallout ; râk lavared em eûz d’é-hoc’h dijâ pénaoz émoc’h enn hor c’halounou d’ar marô ha d’ar vuez.

4. Komza a rann ouz-hoc’h gan̄t kalz a fisian̄s ; en em veûli a rann kalz diwar hô penn : leûn ounn a zizoan, karged ounn a lévénez é-kreiz hon holl en̄krez.

5. Râk pa omp deûed er Masédonia, hor c’hîk n’en deûz bét éhan é-béd, hôgen a bép seurt en̄krez hon eûz gouzan̄vet ; enn diavéaz emgannou, enn diabarz spoun̄tou.

6. Hôgen Doué, péhini a fréalz ar ré zoaniet, en deûz hor fréalzet dré zonédigez Tituz.

7. Ha nann hép-kén dré hé zonédigez, hôgen ivé dré ar fréalzidigez en deûz bét digan-é-hoc’h, ô véza rôed da anaoud d’é-omp hô c’hoan̄t brâz d’am gwélout, hô taérou, hô karan̄tez vrâz évid-oun ; enn hévélep doaré ma em eûz bét eul lévénez vrasoc’h.

8. Râk pétrâ-bennâg ma em eûz hô tristéet gan̄t va lizer, n’em eûz kéd a geuz koulskoudé ; pétrâ-bennag ma em eûz bét keûz a-raok, ô wélout pénaoz va lizer é doa hô tristéet évid eunn amzer.

9. Bréma en em laouénaan ; nann ô véza ma oc’h bét trist, hôgen ô vézâ ma é deûz hô tristidigez hô touged d’ar binijen. Râk trist oc’h bét hervez Doué, hag ével-sé ar boan hon eûz gréad d’é-hoc’h n’é deûz kaset gaou é-bed d’é-hoc’h.

10. Râg ann dristidigez a zô hervez Doué a zigas évid ar zilvidigez eur binijen stard ; hôgen tristidigez ar béd a zigas ar marô.

11. Sellit pégémen̄t a draou ann distidigez-zé hervez Doué é deûz digaset enn-hoc’h, nann hép-kén a bréder, hôgen ivé a zidamallidigez, a hérez évid ann drouk, a zoujan̄s, a ioul vâd, a gendamouez, a ven̄jan̄s eûz ann drouk. Diskouézet hoc’h eûz é pép-tra pénaoz é oac’h didamall é kémen̄t-sé.

12. Dré-zé pa em eûz skrivet d’é-hoc’h, né két bét enn abek d’ann hini en deûz gréat ann drouk, nag enn abek d’ann hini en deûz hé c’houzan̄vet ; hogen évit rei da anaout ar préder brâz hon eûz évid-hoc’h dirâk Doué.

13. Râk-sé omp en em laouenéet. Hag enn hol lévénez omp bét c’hoaz laouénoc’h eûz a lévenez Tituz, ô véza ma eo bét péoc’héet hé spéred gan-é-hoc’h holl.

14. Ha mar d-ounn en em veûlet ac’hanoc’h ô komza out-han̄, n’em eûz kéd a véz da gaout : hôgen ével ma eo gwîr kémen̄t hor boa lavared d’é-hoc’h, ével-sé ar veûleûdi hon eûz gréad d’é-hoc’h eûz a Dituz a zô eo em gavet gwîr.

15. Hag hen̄ en deûz enn hé galoun eur garan̄tez vrasoc’h, pa zeû da goun d’ézhan̄ ar zen̄tidigez ac’hanoc’h holl, ha pénaoz hoc’h euz hé zigéméret gan̄d douj ha gan̄t krén.

16. En em laouénaad a rann éta ô véza ma hellann fisioud enn-hoc’h é pép-trâ.


————
VIII. PENNAD.


1. Hôgen réd eo d’é-omp rei da anaoud d’é-hoc’h, va breûdeûr, ar c’hrâs en deûz rôed Doué da Ilizou Masédonia :

2. Pénaoz ô véza bét arnodet gan̄t kalz a en̄krézou, hô lévénez a zô deûed da véza brâz-meûrbéd, hag hô faourentez vrâs é deûz skiñet gan̄t founder madou hô eeunder :

3. Râk, ha rei a rann ann testéni-zé d’ézhô, rôed hô deûz anézhô hô-unan kémen̄t ha ma hellen̄t, hag ivé enn tû all d’ar péz a hellen̄t ;