Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/590

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
588
eil lizer san̄t paol abostol

7. Hôgen ann tenzor-zé a zougomp é listri prî, évit ma vézô anavézet pénaoz ar c’houékder anézhan̄ a zeû eûz a c’halloud Doué, ha nann ac’hanomp-ni.

8. É pép-trâ omp glac’haret, hôgen n’omp két man̄tret : diénez hon euz, hôgen na ziouéromp két pép-trâ :

9. Heskinet omp, hôgen n’omp két dilézet : distaolet omp, hôgen n’omp két kollet.

10. Dougen a réomp bépréd marô Jézuz enn hor c’horf, évit ma vézô gwélet ivé buez Jézuz enn hor c’horf.

11. Râk nî, é-pâd hor buez, éz omp bépréd kased d’ar marô évit Jézuz ; évit ma vézô gwélet ivé buez Jézuz enn hor c’hik marvuz.

12. Ével-sé varô en deûz hé c’halloud war-n-omp, hag vuez war-n-hoc’h.

13. Hag ô véza ma hon eûz eunn hévélep spéred a feiz, ével ma eo skrivet : Krédet em eûz, ha dré-zé em eûz komzet : ha nî a gréd ivé, ha dré-zé ivé é komzomp.

14. O c’houzout pénaoz ann hini en deûz dazorc’het Jézuz, a zazorc’hô ivé ac’hanomp gan̄t Jézuz, hag hol lakai dirâg gan-é-hoc’h.

15. Râg pép-trâ a zô évid-hoc’h, évit mar béz pûḻ ar c’hrâs, ma vézô ivé brasoc’h gloar Doué, dré ann drugarez a lavarô meûr a hini.

16. Dré-zé eo na zigalounékaomp két : hôgen pétrâ-bennâg ann dén ac’hanomp a zô enn diavéaz a zeû da vreina ; koulskoudé ann hini a zô enn diabars a zeû da névézi a-zeiz-é-deiz.

17. Râg ar prédik ker berr ha ker skan̄v eûz ann doaniou hon eûz er béd-man̄, a laka enn-omp ar pouéz peûr-baduz eûz a eur c’hloar ar vrasa :

18. Ével-sé na zellomp kéd ouc’h ann traou a wéleur, hôgen ouc’h ann traou na wéleur két. Râg ann traou a wéleur a zô évid eunn amzer, hôgen ar péz na wéleur két a zô peûr-baduz.


————
V. PENNAD.


1. Râg gouzoud a réomp pénaoz mar teû ann ti douar-man̄ é péhini é choumomp, d’en em ziforc’ha, Doué a rôi d’é-omp enn Én̄v eunn ti all, eunn ti ha na vézô két gréat gan̄d dourn ann dén, hag a badô da vikenn.

2. Ann dra-zé eo hol laka da huanadi, gan̄d ar c’hoan̄t hon eûz da véza ével gwisket gan̄d ann ti-sé péhini a zô enn Én̄v ;

3. Mar bézomp koulskoudé kavet gwisket, ha nann enn noaz,

4. Râg é-pâd ma’z omp er c’horf-man̄ ével enn eunn telt, ec’h huanadomp dindân hé véac’h, ô véza na c’hoan̄taomp két béza dibourc’het anézhan̄, hogen béza gwisket war-n-ézhan̄, évit ma vézô loun̄ket gan̄d ar vuez ar péz a zô marvel enn-omp.

5. Râk Doué eo en deûz hor gréat évit kémen̄t se, hag en deûz rôed d’é-omp hé Spéred évid arrez.

6. Fisiout a réomp éta bepréd, ô c’houzout pénaoz é-pâd ma’z omp er c’horf-man̄, émomp ével pirc’hirined, pell diouc’h ann Aotrou :

7. Râk dré ar feiz éz éomp, ha nann dré ar gwél.

8. Hôgen nî hon eûz fisian̄s hag eo gwell gan-é-omp mon̄d er-méaz eûz ar c’horf-zé, ha mon̄d da gaoud ann Aotrou.

9. Dré-zé é lékéomp hor strîv da blijoud da Zoué, daoust pé omp er c’horf, daoust pé omp er-méaz anézhan̄.

10. Râk réd eo d’é-omp holl en em ziskouéza dirâk kador ar C’hrist, évit ma tigémérô pép-hini ar péz a zô dléet d’ann ôberiou en deûz gréat, mâd pé fall, é-pâd ma édo enn he gorf.

11. O c’houzoud éta pénaoz eo ann Aotrou da zouja, en em zidamallomp dirâg ann dûd ; hôgen Doué a anavez pétrâ omp. Mé a esper omb ivé anavézet enn hô koustian̄s.

12. N’en em érbédomp két c’hoaz d’é-hoc’h, hôgen rei a réomp d’é-hoc’h ann tû d’en em veûli enn abek d’é-omp, évit ma hellot en em zifenni oud ar ré én em veûl er péz a wéleur, ha nann er péz a zô er galoun.

13. Râk mar buanékaomp, eo évid Doué : ha mar poellomp, eo évid-hoc’h.