Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/550

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
548
obériou ann ébestel.

zigéméraz ac’hanomp gan̄d eunn hégaradded ha né oa két bihan.

2. Râg hon digéméroud a réjon̄d holl, goudé béza gréat tân, enn abek d’ar glaô a gouézé, ha d’ar iénien.

3. Hogen Paol ô véza dastumet eunn nébeût koat-gwini, hel lékéaz enn tân, ha chétu eunn aerviber kaset-kuît gan̄d ann domder, a zilammaz oud hé zourn.

4. Pa wélaz ann dûd gouéz, ann amprévan-zé a-zispiḻ oud hé zourn, é léverjon̄t étré-z-hô : Eul lazer bennâg eo ann dén-zé, pa eo gwîr pénaoz goudé ma eo savétéet eûz ar môr, ar ven̄jan̄s n’hel lez kéd da véva.

5. Hôgen hén̄ ô véza hejet ann amprévan enn tân̄, na c’houzan̄vaz droug é-béd.

6. Ar ré-man̄ a venné gan̄t-hô pénaoz é teûjé da goenvi, é kouézché râk-tâl hag é varvché. Hôgen goudé béza gortozet pell, pa wéljon̄t pénaoz né oa c’hoarvézet droug e-béd gan̄t- han̄, é kemchon̄t a vénoz, hag é léverchon̄t pénaoz, é oa eunn Doué.

7. El léac’h-zé éz oa douarou d’ann dén kén̄ta eûz ann énézen, hanvet Publiuz, péhini a zigéméraz ac’hanomp gan̄d hégaradded é-pâd trî dervez.

8. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz tâd Publiuz a ioa gourvézet klan̄v gan̄d ann dersien ha gan̄d ar réd-goâd. Paol a iéaz d’he wélout ; ha goudé béza pédet, éc’h astennaz hé zaouarn war-n-ézhan̄, hag é iac’héaz anézhan̄.

9. Goudé m’en doé gréat ann dra-zé, ar ré holl eûz ann énez péré a oa klan̄v a zeûaz d’hé gavout, hag a oé iac’héet.

10. Énoriou brâz a réjon̄d ivé d’é-omp, ha pa’z éjomb adarré war ar môr, é lékéjon̄t el léstr kémen̄d a oa réd d’é-omp.

11. Hôgen goudé tri miz, é piñchomp war eul léstr eûz a Aleksan̄dria, péhini en doa goan̄vet enn énézen, hag a oa hanvet Kastor ha Polluks.

12. Ha goudé é oemp deued da Zirakuza, é chomjomp énô tri dervez.

13. Hag ac’hanô enn eur von̄d a-héd ann aot, éc’h arrujomp é Réjiom ; hag eunn dervez goudé ann avel ô c’houéza diouc’h ar c’hresteiz, ô teûjomp é daou zervez da Buzzol :

14. Kaoud a réjomb énô breûdeûr hag a bédaz ac’hanomp da choum seiz dervez gan̄t-hô : ha goudé-zé éz éjomp da Rom.

15. Pa glevaz ar vreûdeûr pénaoz é teûemp, é tiambrougchon̄t ac’hanomp bété marchad-Appiuz hag ann Teir-Lôg. Pa wélaz Paol anézhô, é trugarékéaz Doué, hag é kéméraz fisian̄s.

16. Hôgen pa oemp arruet é Rom, é oé aotréed da Baol choum el léac’h ma karjé gan̄d eur soudard a viré anézhan̄.

17. Tri deiz goudé Paol a c’halvaz d’hé gavout ar ré gen̄ta eûz a douez ar Iuzevien. Ha pa oen̄d deûet, é lavaraz dézhô : Tûd va breûdeûr, pétrâ-bennâg n’am eûz gréat nétrâ a-éneb ar bobl, nag a-énep boasiou hon tadou, eo bét krôget enn-oun é Jéruzalem, hag ounn bét lékéat étré daouarn ar Romaned ;

18. Ar ré-man̄ goudé béza gréat goulennou ouz-in, a fellé d’ézhô va leûskel da von̄t, ô véza n’em boa gréat nétrâ hag a zellézfé ar marô.

19. Hôgen ô véza ma énébé ar Iuzevien, ounn bét rédiet da ôber galv da Zézar, hép ma fellfé d’in tamallout tûd va brô é nép doaré.

20. Évit-sé eo em eûz hô pédet da zon̄t, évid hô kwélout, ha komza ouz-hoc’h. Râg évit géd Israel eo ounn bét éréet gan̄d ar chaden-man̄.

21. Hag hî a lavaraz d’ézhô : N’hon eûz két bét a lizer eûz a Judéa diwar da benn, ha nikun eûz ar vreûdeûr a zô deûed ac’hanô n’en deûz lavaret d’é-omp droug ac’hanod.

22. Hôgen da bidi a réomp da lavaroud d’é-omp da vénoz : râk nî a oar pénaoz éc’h énébeur dré holl oud ar sekt-zé.

23. Pa hô doé éta merket ann deiz d’ézhan̄, é teûjon̄d enn eunn niver brâz d’hé gavoud el léac’h ma choumé ; hag hén̄ a brézégaz d’ézhô rouan̄télez Doué, hag adaleg ar mintin bétég ann noz é klaské rei da gridi dézhô