Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/517

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
515
obériou ann ébestel.

35. Hag é lavaraz d’ar ré-man̄ : Tûd a Israel, likid évez oud ar péz a réod d’ann dûd-zé.

36. Râg abarz ann deisiou-man̄ é savaz Téodaz, péhini a lavaré éz oa hén̄ eunn dra-bennâg a vrâz. War-drô pévar c’han̄t dén a heûliaz anézhan̄ ; hôgen lazed é oé, hag ar ré holl hô doa krédet enn-han̄ en em skiñaz, hag a zeûaz da nétra.

37. Goudé hen-nez é savaz Judaz ha Timon, ha Parménaz, ha Nikolaz, ar C’haliléad é amzer ann nivéréz, hag é tidennaz ar bobl war hé lerc’h : hôgen lazed é oé, hag ar ré holl hô doa hé heûliet a oé skiñet.

38. Dré-zé bréma é lavarann d’é-hoc’h, tec’hid diouc’h ann dûd-zé, ha list-hô da ôber ; râk mar teû ar c’huzul-zé, pé ann ôber-zé a berz ann dûd, é vézô kaset-da-nétra :

39. Hôgen mar teû a berz Doué, na hellot kéd hé gas-da-nétra, néméd en em lakafac’h da stourmi oud Doué hé-unan. Hag é rôjon̄d hô grâd da gémen̄t-sé.

40. Hag ô véza galvet ann Ébestel, goudé béza lékéad hô skourjéza, é tifennchon̄t out-hô na gomzchen̄t mui é hanô Jézuz, hag ho c’haschon̄t-kuît.

41. Hag hi a iéaz laouen eûz a zirâg ar c’huzulierien, ô véza ma oan̄t bét kavet dellézek da c’houzan̄vi ann dismégan̄s-sé é hanô Jézuz,

42. Ha na éhanen̄t két bemdéz da gélenna ha da brézégi diwar-benn Jézuz-Rrist, enn templ ha a-dî-da-dî.


————
VI. PENNAD.


1. Hôgen enn deisiou-zé, ô véza ma kreské niver ann diskibled, é savaz gourdrouz é-touez ar Grésianed a-éneb ar Iuzevien, ô véza ma réan̄t faé eûz hô in̄tan̄vézed-hî er servich pemdéziek.

2. Neûzé ann douzég Abostol ô véza strollet ann holl ziskibled, a lavaraz : Né kéd a zoaré é kuitafemp gér Doué, évid évésaad ouc’h ann taoliou.

3. Dilennid éta, va breûdeûr, seiz dén enn hô touez eûz a léalded anat, leûn eûz ar Spéred-San̄tel hag a furnez, hag é lakaimb anézhô d’al labour-zé.

4. Ha nî en em rôiô enn-holl-d’ann holl d’ar béden, ha d’ar brézégen.

5. Ar c’homsiou-zé a blijaz d’ézhô holl ; hag é tilennchon̄t Stefan, dén leûn a feiz hag euz ar Spéred-San̄tel, ha Filip, ha Prokoruz, ha Nikanor, ha Timon, ha Parménaz, ha Nikolaz, diavésiad eûz a An̄tiokia.

6. Hag é kaschon̄t anézho dirâg ann Ébestel : hag enn eur bidi é lédchon̄t hô daouarn war-n-ézho.

7. Ha gér Doué a greské, ha niver ann diskibled a greské kalz é Jéruzalem : kalz ivé eûz ar véleien a zen̄té ouc’h ar feiz.

8. Hôgen Stéfan leûn a c’hrâs hag a ners, a réa burzudou hag arouésiou brâz é-touez ar bobl.

9. Neûzé hiniennou eûz ar Sinagog, péré a ioa hanvet Libertined, hag ar Sirénéed, hag ann Aleksan̄drined, hag ar ré a ioa eûz a Silisia hag eûz a Azia a zavaz hag a strivé gan̄t Stéfan.

10. Ha na hellen̄t két énébi oud ar furnez, hag oud ar Spéred a gomzé enn-han̄.

ll. Neûzé é c’hounézchon̄t tûd da lavarout pénaoz hô doa hé glevet ô lavarout touadellou a-énep Moizez hag a-énep Doué.

12. Dispac’ha a réjon̄d éta ar bobl, hag ann Hénaoured, hag ar Skribed : hag oc’h en em deûrel war-n-ézhan̄, é krôgchon̄t enn-han̄, hag her c’haschon̄t dirag ann alierien ;

13. Hag é lékéjon̄t testou faoz, péré a lavaraz : Ann dén-zé na baouez da gomza a-éneb al léac’h san̄tel, hag a-éneb al lézen.

14. Râg hé glevet hon eûz ô lavarout : Pénaoz ar Jézuz-zé a Nazaret a zisman̄trô al léac’h-man̄, hag a gemmô ar gélénnadurésiou a-c’hénou en deuz rôet Moizez d’é-omp.

15. Hag ar ré holl a ioa azézet el léz ô selloud out-han̄, a wélaz hé zremm ével dremm eunn Éal.


————