Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/492

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
490
aviel san̄tel jézuz-krist

Ha ré all a lavaré : Pénaoz eunn dén pec’her a hellfé ôber ar vurzudou-zé ? Ha dizunvaniez a ioa étré-z-hô.

17. Lavaroud a réjon̄d adarré d’ann dén dall : Na té, pétrâ a lévérez eûz ann hini en deûz digored da zaou-lagad ? Hag hén̄ a lavaraz : Eur Profed eo.

18. Hôgen ar Iuzevien na gréden̄t két é oa bét dall, hag é wélé bréma, ken n’hô doé galvet hé dâd hag hé vamm.

19. Hag é léverjon̄d d’ézhô : Hag hen-nez eo hô mâb, péhini a livirit a zô ganed dall ? Pénaoz éta é wél bréma ?

20. Ann tâd hag ar vamm a respoun̄tas hag a lavaraz : Gouzoud a réomp pénaoz hé-man̄ a zô hor mâb, ha pénaoz eo ganed dall :

21. Hôgen pénaoz é wél bréma, na ouzomp két : ha na ouzomp két ken-nébeût piou en deûz digored hé zaou-lagad d’ézhan̄ : Goulennit out-han̄ ; éma enn oad, ra gomzô anézhan̄ hé-unan.

22. Hé géren̄t a gomzé ével-sé, ô véza m’hô doa aoun rag ar Iuzevien hô doa lékéad enn hô fenn pénaoz piou-bennâg a anavézché Jézuz évid ar C’hrist, a vijé kaset-kuît eûz ar sinagog.

23. Dré-zé hé dûd a lavaraz : Oad en deûz, goulennid digan̄t-han̄ hé-unan.

24. Gervel a réjon̄d éta adarré ann dén a ioa bét dall, hag é léverjon̄d d’ézhan̄ : Meûl Doué : gouzoud a réomp pénaoz ann dén-zé a zô eur péc’her.

25. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Mar d-eo eur pec’her, n’ouzonn doaré : eunn dra a ouzonn, pénaoz é oann dall, ha bréman̄ é wélann.

26. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ en deûz gréat d’îd ? Pénaoz en deûz digoret da zaou-lagad d’îd ?

27. Hag hén̄ a respoun̄taz d’ézhô : Hel lavared em eûz kén̄toc’h d’é-hoc’h, hag hé gleved hoc’h eûz : pérag é fell d’é-hoc’h hé glevoud adarré ? Ha c’houi a fell d’é-hoc’h ivé don̄d da véza diskibled d’ézhan̄ ?

28. Hôgen hi a gunuc’haz anézhan̄, hag a lavaraz : Béz té diskibl d’ézhan̄ ; évid-omp-ni omp diskibled da Voizez.

29. Gouzoud a réomp pénaoz Doué en deûz komzet out Moizez : hôgen hé-man̄ na ouzomp kéd a béléac’h é teû.

30. Ann dén-zé a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Eunn dra souézuz brâz eo, pénaoz na ouzoc’h két a béléac’h eo, hag hen̄ en deûz digoret va daou-lagad.

31. Gouzoud a réomp pénaoz Doué na zélaou kéd ar béc’herien : hôgen mar teû eur ré d’hé azeûli, ha da ôber hé ioul, é sélaouô hen-nez.

32. Né két bét klevet bété vréman̄ pénaoz en défé dén digored hé zaou-lagad da eunn dén ganed dall.

33. Ma n’eo kéd hen-nez eunn dén a Zoué, na hellfé kéd ôber kémen̄t-sé.

34. Ar ré-man̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Er péc’hed oud ganed holl, hag é kélennez ac’hanomp ? Hag é lékéjon̄d anézhan̄ er-méaz.

35. Jézuz a glevaz pénaoz hô doa hé lékéad er-méaz ; hag ô véza kijet out-han̄, é lavaraz d’ézhan̄ : Ha kridi a réz é Mâb Doué ?

36. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Piou eo, Aotrou, évit ma krédinn enn-han̄ ?

37. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Hé wélet éc’h eûz, hag ann hini a gomz ouz-id eo.

38. Hag hén̄ a lavaraz : Aotrou, kridi a rann. Hag ôc’h en em strin̄ka d’ann douar, éc’h azeûlaz anézhan̄.

39. Ha Jézuz a lavaraz : Deûed ounn er béd-man̄ évit barna : évit ma wélô ar ré na wélon̄t két, ha ma teûiô dall ar ré a wél.

40. Ha lôd eûz ar Farizianed, péré a ioa gan̄t-han̄, ô véza klevet kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄ : Ha dall omp ivé nî ?

41. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ma véac’h dall, n’hô pé kéd a béc’hed : hôgen bréma é livirit : Nî a wél. Hag hô péc’hed a choum enn-hoc’h.


————


X. PENNAD.


1. Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h