Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/468

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
466
aviel san̄tel jézuz-krist

len-zé enn hô énep : Hôgen aoun hô doa râg ar bobl.

20. Hag ô lakaad évez out-han̄, é kaschon̄d d’ézhan̄ tûd péré a aozaz spiou d’ézhan̄, a géméraz doaré tûd gwirion, évid hé géméroud enn hé gomsiou, évid hé lakaat goudé étré daouarn ar penn-kéar, ha mérer ar vrô.

21. Hag é réjon̄d eur goulenn d’ézhan̄, ô lavarout : Mestr, gouzoud a réomp pénaoz é komzez hag é teskez gan̄t gwirionez, ha pénaoz n’éc’h eûz azaouez é-béd évid dén, hôgen é teskez hen̄d Doué er wirionez :

22. Ha réd eo d’é-omp rei ar gwîr da Zézar, pé n’eo két réd ?

23. Hôgen Jézuz péhini a wélé hô zouellérez, a lavaraz d’ézho : Pérâg é temptit-hu ac’hanoun ?

24. Diskouézid d’in eunn diner. Eûz a biou en deûz ann hévélédigez hag ar skrid ? Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Eûz a Zézar.

25. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Distaolid da Zézar ar péz a zô da Zézar, ha da Zoué ar péz a zô da Zoué.

26. Ha na helljon̄t két tamalloud hé lavar dirâg ar bobl : hag ô véza souézet-brâz oc’h hé glevout, é tavchon̄t.

27. Neûzé hiniennou eûz ar Saduséed péré a nac’h é savché ann dûd a varô da véô, a zeûaz d’hé gavout, hag a réaz eur goulenn out-han̄,

28. O lavarout : Mestr, Moizez en deûz skrived d’é-omp, pénaoz mar marv eunn dén, ha ma na lez kéd a vugalé, é tlé dimézi hé vreûr da c’hrég hé-man̄, évit ma tigasô hâd d’hé vreûr.

29. Hôgen seiz breûr a ioa : hag ar c’hen̄ta a géméraz eur c’hrég, hag a varvaz héb bugalé.

30. Ann eil a zimézaz gan̄t-hi, hag a varvaz héb bugalé.

31. Ann trédé a zimézaz gan̄t-hi, hag ar ré goudé, hag ar seiz holl a varvaz hép lézel hâd.

32. Enn-divez-holl ar c’hrég a varvaz ivé.

33. Pa zavô éta ann dûd eûz a varô da véô, eûz a péhini eûz ar ré-man̄ é vêzô-hi grég ? Râg hô seiz in̄t bét dimézet d’ézhi.

34. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Bugalé ar béd-man̄ a gémer gragez, hag ar gragez a gémer goazed :

35. Hôgen ar ré a vézô kavet dellézeg eûz ar béd all, pa zeûi ann dazorc’hidigez, n’hô dévézô kéd a c’hragez, nag ar gragez a oazed.

36. Râk na bellin̄t mui mervel : hén̄vel é vézin̄d ouc’h ann Élez, hag ô véza mipien ann dazorc’hidigez, é vézin̄t mipien da Zoué.

37. Hôgen é-kén̄ver dazorc’hidigez ar ré varô, Moizez hen diskouéz hé-unan er vôden, pa c’halv ann Aotrou Doué Abraham, ha Doué Izaak, ha Doué Jakob.

38. Râk Doué, né kéd Doué ar ré varô, hôgen Doué ar ré véô : râg ann holl a zô béô dira-z-han̄.

39. Hôgen hiniennou eûz ar Skribeb a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, lavaret mâd éc’h eûz.

40. Ma na grédchon̄t mui ôber goulenn é-béd out-han̄.

41. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Pérâg é lévéreur pénaoz eo ar C’hrist mâb da Zavid ?

42. Pa eo gwîr pénaoz David hé-unan a lavar é levr ar Salmou : Ann Aotrou en deûz lavared d’ann Aotrou : Azez war va dourn déou,

43. Bété ma likiinn da énébourien da skabel d’az treid.

44. Mar galv éta David hé-unan anézhan̄ hé Aotrou, pénaoz ef-hén̄ hé vâb ?

45. Neûzé é-pâd ma sélaoué ann holl bobl, é lavaraz d’hé ziskibled :

46. Diwallid ouc’h ar Skribed, péré a fell d’ézhô kerzout gan̄t saéou lôstek ; a gâr kaout stouou er marc’hallec’h, béza azézed er c’hadoriou ken̄ta er sinagogou, ha béza gourvézed war ar gwéléou ken̄ta er banvésiou.

47. Péré a zisman̄tr tiez ann in̄tan̄vézed, war zigarez ma réon̄t pédennou hîr. Ar ré-zé hô dévézô eur varnédigez wasoc’h.


————


XXI. PENNAD.


1. Eur wéach Jézuz a zellé ouc’h