Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/445

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
443
hervez san̄t lukaz.

daz dre ar Judéa holl, ha dré ann holl vrô war-drô.

18. Diskibled Iann a zanévellaz ann holl draou-zé d’ézhan̄.

19. Ha Iann a c’halvaz daou eûz hé ziskibled, hag hô c’hasaz da Jézuz évit lavaroud d’ézhan̄ : Ha té eo ann hini a dlé don̄t, pé é tléomp-ni gortozi eunn all ?

20. Ar ré-man̄ ô véza deûed da gavout Jézuz, a lavaraz d’ézhan̄ : Iann Vadézour en deûz hor c’haset évit goulenni digan-éz mar d-eo té ann hini a dlé don̄t, pé mar tléomp gortozi eunn all ?

21. (Hôgen enn heur-zé Jézuz a iac’héaz kalz a dûd eûz a glén̄véjou, eûz a c’houliou hag eûz a zrouk spéréjou ; hag é rôaz ar gwéled da veur a zén-dall.)

22. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Id, ha livirid da Iann ar péz hoc’h eûz klevet ha gwélet : Pénaoz ar ré zall a wél, ar ré gamm a valé, ar ré lovr a zô skarzet, ar ré vouzar a glev, ar ré varô a zâv da véô, ann Aviel a zô prézéged d’ar ré baour.

23. Ha pénaoz eo euruz ann hini na gémérô kéd a wall-skouér diouz-in.

24. Ha pa oé éat-kuît kannaded Iann, é téraouaz komza d’ar bobl diwar-benn Iann : Pétrâ oc’h-hu éad da wéloud enn distrô ? Eur gorsen hejet gan̄d ann avel ?

25. Hôgen pétrâ oc’h-hu éad da wélout ? Eunn dén gwisket gan̄t diḻad bouk ? Chétu ar ré a zô gwisket gan̄t boukder a choum é tiez ar rouéed (G).

26. Hôgen pétrâ oc’h-hu éad da wélout ? Eur Profed ? Ia, a lavarann d’é-hoc’h, ha mui égéd eur Profed.

27. Hen-nez eo diwar-benn péhini eo skrivet : Chétu é kasann va éal enn da raok, péhini a aozô da hen̄d abarz ma teûi.

28. Râg hé lavaroud a rann d’é-hoc’h : É-touez bugalé merc’hed n’euz dén brasoc’h Profed éget Iann Vadézour. Hôgen ann hini a zô ar bihana é rouan̄télez Doué, a zô brasoc’h égét-han̄.

29. Ann holl bobl hag ar Bublikaned ô véza hé glévet, a zidamallaz Doué, dré ma oan̄t bét badézet gan̄t badisian̄t Iann.

30. Hôgen ar Farizianed ha Doktored al lézen a zisprijaz ratoz Doué war-n-ézhô hô-unan, ô véza né oan̄t két badézet gan̄t-han̄.

31. Neûzé ann Aotrou a lavaraz : Ouc’h pétrâ éta é hévélébékainn-mé ann dûd euz ann amzer-man̄ ? Hag ouc’h piou in̄t hen̄vel ?

32. Hén̄vel in̄t ouc’h bugalé azézet er marc’hallac’h, péré a gomz ann eil d’égilé, hag a lavar : Kaned hon eûz d’é-hoc’h gan̄t sutellou, ha n’hoc’h eûz két dan̄set : lén̄vet hon eûz, ha n’hoc’h eûz ket gwélet.

33. Râk Iann Vadézour a zô deûet, hép dibri bara, nag éva gwin, hag é livirit : Ann diaoul a zô enn-han̄.

34. Deûed eo Mâb ann dén péhini a zebr hag a év, hag é livirit : Chétu eunn dén lon̄ték, hag eunn éver gwin, miñoun d’ar Bublikaned ha d’ar bec’herien.

35. Hag ar furnez a zô béd disklériet gan̄d hé holl vipien.

36. Hôgen eur Farizian a bédaz Jézuz da zibri gan̄t-han̄. Ha Jézuz ô véza éad é tî ar Farizian, en em lékéaz ouc’h taol.

37. Ha chétu eur vaouez eûz a géar, ô véza klevet pénaoz édo ouc’h taol é tî ar Farizian, a zeûaz gan̄d eul léstr leûn a louzou c’houés-vâd :

38. Hag oc’h en em zerc’hel a-dren̄ d’ézhan̄ hag ouc’h hé dreid, é téraouaz doura hé dreid gan̄d hé daélou, hag é sec’hé anézhô gan̄t bléô hé fenn, hag ô poki d’ézhô, é taolé al louzou c’houés-vâd war-n-ézhô.

39. Hôgen ar Farizian en doa hé bédet, ô wélout kémen̄t-sé, a lavaraz enn-han̄ hé-unan : Ma vijé hé-man̄ eur profed, é wijé évit-gwir piou ha pétrâ eo ar vaouez a stok out-han̄, ha pénaoz eo eur béc’hérez.

40. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Simon, eunn dra em eûz da lavaroud d’îd. Hag hén̄ a respoun̄taz : Mestr, lavar.

41. Eur c’hrédour en doa daou zléour : unan anézhô a dlié d’ézhan̄ pemp kan̄t diner, hag égilé han̄ter-kan̄t.