Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/439

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
437
hervez san̄t lukaz.

da Vooz, péhini a oé mâb da Salmon, péhini a oé mâb da Naason,

33. Péhini a oé mâb da Aminadab, péhini a oé mâb da Aram, péhini a oé mâb da Esron, péhini a oé mâb da Farez, péhini a oé mâb da Juda,

34. Péhioi a oé mâb da Jakob, péhini a oé mâb da Izaak, péhini a oé mâb da Abraham, péhini a oé mâb da Daré, péhini a oé mâb da Nakor,

35. Péhini a oé mâb da Saruk, péhini a oé mâb da Ragau, pehini a oé mâb da Fateg, péhini a oé mab da Héber, péhini a oé mâb da Salo,

36. Péhini a oé mâb da Gaman, péhini a oé mâb da Arfaksad, péhini a oé mâb da Sem, péhini a oé mâb da Noé, péhini a oé mâb da Lamek,

37. Péhini a oé mâb da Vatusalé, péhini a oé mâb da Énok, pehini a oé mâb da Jared, péhini a oé mâb da Valaléel, péhini a oé mâb da Gainan,

38. Pehini a oé mâb da Énos, péhini a oé mâb da Set, péhini a oé mâb da Adam, péhini a oé krouet gan̄d Doué.


————


IV. PENNAD.


1. Hôgen Jézuz ô véza leûn eûz ar Spéréd-San̄tel, a zistroaz eûz ar Jourdan, hag a oé kaset gan̄d ar Spéred el léac’h distrô.

2. Daou-ugen̄t dervez é choumaz énô, hag e oé temptet gan̄d ann diaoul. Ha na zebraz nétrâ é-pâd ann deisiou-zé : ha pa oan̄t tréménet en doé naoun.

3. Neûzé ann diaoul a lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-oud Mâb Doué, lavar d’ar méan-man̄ ma teûi da vara.

4. Ha Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄ : Skrived eo : Né ket gan̄t bara hép-kén é vév ann dén, hôgen gan̄t pép gér eûz a Zoué.

5. Hag ann diaoul hen kasaz war eur ménez uc’hel, hag a ziskouézaz d’ézhan̄ enn eunn taol ann holl rouan̄télésiou eûz ar béd :

6. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Rei a rinn d’îd ann holl c’halloud-zé, ha gloar ar rouan̄télésiou-zé : râk rôed eo béd d’in ; hag hé rei a rann da néb a garann.

7. Mar fell d’îd éta va azeûli, kémen̄t-sé a vézô d’îd.

8. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Skrived eo : Ann Aotrou da Zoué a azeûli, ha na zervichi némét-han̄.

9. Ha neûzé é kasaz anézhan̄ da Jéruzalem, hag hen lékéaz war lein ann templ, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-oud Mâb Doué, en em daol ac’hann d’ann douar.

10. Râk skrived eo pénaoz en deûz Doué gourc’hémennet d’hé Élez ma virin̄d ac’hanôd,

11. Ha pénaoz é tougin̄t ac’hanôd étré hô daouarn, enn aoun na stokfez da droad oud eur méan.

12. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Skrived eo : Na dempti kéd ann Aotrou da Zoué.

13. Hag ann diaoul ô véza gréat hé holl demptasionou, a guitaaz anézhan̄ évid eunn amzer.

14. Neûzé Jézuz a zistrôaz da C’haliléa dré ners ar Spéred, hag ar vrûd anézhan̄ a rédaz dré ar vrô holl.

15. Hag hén a gélenné enn hô sinagogou, hag ann holl a réa stâd anézhan̄.

16. Hag é teûaz da Nazaret, é péléac’h é oa bét maget, hag éz éaz hervez hé voaz da zeiz ar sabbat er sigagog, hag é savaz évit lenna.

17. Levr ar profed Izaiaz a oé rôed d’ézhan̄ ; hag ô véza hé zigoret, é kavaz al léac’h é péhini é oa skrivet :

18. Spéred ann Aotrou a zô war-n-oun : dré-zé en deûz va éôliet, ha va c’haset da brézégi ann aviel d’ar béorien, ha da iac’haat ar ré a zô man̄tret hô c’haloun.

19. Da ziougani d’ar sklaved hô diéréadur, ha d’ar ré zall ann distrô eûz ar gwéled, da gâs diéré ar ré a zô brévet, ha da ziougani bloavez trugarézuz ann Aotrou, hag ann dervez eûz ar gôbr.

20. Ha goudé béza serred al levr, é rôaz anézhan̄ d’ar bélek, hag éc’h azézaz. Ha pép dén er sinagog a zellé pîz out-han̄.

21. Hag é téraouaz lavaroud d’ézhô :