Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/431

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
429
hervez san̄t vark.

dira-z-han̄, ô wélout pénaoz é oa marô ô c’harmi ével-sé, a lavaraz : Ann dén-man̄ évit-gwîr a ioa Mâb Doué.

40. Béz’ éz oa ivé énô merc’hed péré a zellé a bell : é touez péré é oa Mari Madalen, ha Mari mamm Jakez ar iaouan̄ka, ha Jozef, ha Salomé.

41. Péré ho doa heûliet Jézuz pa édo é Galiléa, oc’h hé zervicha ; ha kalz ré all péré a ioa piñet gan̄t-han̄ é Jéruzalem.

42. Hôgen ar pardaez ô véza deûet (râg ar gousper é oa, pé ann deiz ken̄t ar sabbat),

43. Jozef a Arimatéa, péhini a ioa eunn dén a hanô-mâd hag eûz a bennou kéar, ha péhini a ioa é gortoz eûz a rouan̄télez Doué, a iéaz gan̄d herder da gavout Pilat hag a c’houlennaz korf Jézuz.

44. Pilat a oé souézet brâz ô klevout pénaoz é oa marô ker buan. Hag ô véza digémennet ar C’han̄téner, é c’houlennaz out-han̄ mar d-oa marô ken abred.

45. Ha pa en doé klevet gan̄d ar C’han̄téner pénaoz é oa marô, é rôaz ar c’horf da Jozef.

46. Ha Jozef ô véza prénet eul liénen, a ziskennaz Jézuz euz ar grôaz hag a lékéaz al liénen enn-drô d’ézhan̄, hag a lékéaz anézhan̄ enn eur béz, péhini a ioa bét toullet enn eur roc’h ; hag é ruḻaz eur méan brâz ouc’h dôr ar béz.

47. Hôgen Mari Madalen, ha Mari mamm Jozef a zellé péléac’h é oa lékéat.


————


XVI. PENNAD.


1. Ha pa oé tréménet deiz ar sabbat, Mari Madalen, ha Mari mamm Jakez, ha Salomé a brénaz louzou c’houés-vâd évit ma teujen̄d d’hé lakaad ouc’h hé gorf.

2. Hag ar c’hen̄ta deiz euz ar zizun é téûjon̄t d’ar béz mintin mâd ha d’ar sav-héol.

3. Hag é lavaren̄t ann eil d’ébén : Piou a ruḻô d’é-omp ar méan a zô é dôr ar béz ?

4. (Ha pa zeljon̄t é wéljon̄t pénaoz é oa tenned ar méan) râg gwall vraz é oa.

5. Hag ô véza éad er béz é wéljon̄t eunn dén iaouan̄k a ioa azézet enn tu déou, gwisket é gwenn ; hag hô doé aoun.

6. Hôgen hé-man̄ a lavaraz d’ézhô : N’hô pézet kéd a aoun : c’houi a glask Jézuz a Nazaret, péhini a ioa bet lékéad ouc’h ar groaz ; savet eo a varô da véô ; n’éma kéd aman̄ ; chétu al léac’h é péhini hô doa hé lékéet.

7. Id eta, ha livirid d’hé ziskibled, ha da Ber, pénaoz é tiaraogô ac’hanoc’h é Galiléa : Énô hen gwéloc’h, é-c’hîz m’en deûz lavared d’é-hoc’h.

8. Hôgen hî a dec’haz hag a iéaz er-méaz eûz ar bez : râg ar c’hrén hag ar spoun̄t a ioa kroged enn-hô ; ha na leverjon̄t nétrâ da zén, ker spoun̄tet oan̄t.

9. Jézuz éta ô véza savet da véô da vintin ar c’hen̄ta deiz eûz ar zizun, en em zizkouézaz da gen̄ta da Vari Madalen, eûz a béhini en doa kaset-kuît seiz diaoul.

10. Hag hî a iéaz da lavarout kémen̄t-sé d’ar ré a ioa bét gan̄t-han̄, ha né réant neûzé német lén̄va hag en em c’hlac’hari.

11. Hôgen ar ré-man̄ pa glefchon̄d anézhi ô lavarout é oa béô Jézuz, ha pénaoz é doa-hi gwéled anézhan̄, na grédjon̄t kéd d’ézhi.

12. Goudé-zé en em ziskouézaz enn eunn doaré all da zaou anézhô péré a iéa enn eunn ti war ar méaz :

13. Ar ré-man̄ a iéaz d’hé lavaroud d’ar ré all ; ha na grédjon̄t két d’ézhô ken-nébeût.

14. Enn-divez en em ziskouézaz d’ann unnék pa édon̄t ouc’h taol : hag é rébechaz d’ézhô hô digrédoni hag hô c’haléder a galoun, ô véza n’hô doa két krédet d’ar ré hô doa gwélet pénaoz é oa savet a varô da véô.

15. Hag é lavaraz d’ézhô : Id dré ar béd holl, ha prézégid ann Aviel d’ann holl grouadurien.

16. Néb a grédô, hag a vézô badézet, a vézo salvet : hôgen néb na grédô két, a vézô barnet.