Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/429

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
427
hervez san̄t vark.

56. Râk kalz a zougé fals-desténi enn hé énep. Hôgen ann testéniou-zé na oan̄t két hévélep étré-z-hô.

57. Hiniennou a zavaz neûzé, hag a zougaz eur fals-desténi enn hé énep, ô lararout :

58. Hé gleved hon eûz ô lararout : Mé a zisman̄trô ann templ-zé péhini a zô gréat gan̄d daouarn ann dûd, hag é savinn eunn all a-benn tri déz, péhini na vézô két gréat gan̄d daouarn ann dûd.

59. Hag hô zesténiou né oan̄t kéd hévélep.

60. Neûzé Prin̄s ar véleien ô sével enn hô c’hreiz, a lavaraz da Jézuz : Ha na respoun̄tez nétrâ d’ar pez a desténion̄t enn da énep ?

61. Hôgen Jézuz a davé, ha na respoun̄taz nétrâ. Ar Bélek-brâz a réaz c’hoaz ar goulenn-ma out-han̄ : Ha té eo ar C’hrist, Mâb ann Doué benniget ?

62. Ha Jezuz a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo : ha c’houi a wélô Mâb ann dén azezet a zéou da c’halloud Doué, hag ô ton̄t war goabrennou ann én̄v.

63. Neûzé Prin̄s ar véleien a rogas hé ziḻad hag a lavaraz : Da bétrâ hon eûz mui ézomm a destou ?

64. Hé gleved hoc’h eûz ô toui : pétrâ a vennit-hu ? Hag holl é léverjon̄t pénaoz é talié ar marô.

65. Hag hiniennou a zéraouaz skôpa out-han̄ ; hag ô véza hé vouc’het, ô karvanaten̄t anézhan̄, ô lavarout : Diougan ; hag ar mévellou a rôé javédadou d’ézhan̄.

66. Hôgen Per a ioa er-méaz er pors, hag é teûaz éno unan eûz a vitisien ar Bélek-brâz,

67. Péhini ô véza gwélet Per ô tomma, goudé béza selled out-han̄, a lavaraz d’ézhan̄  : Té a ioa ivé gan̄t Jézuz a Nazaret.

68. Hôgen hén hen nac’haz, ô lavarout : Na anavézann kéd anézhan̄, ha na ouzoun két pétrâ a lévérez. Hag éz éaz er-méaz er pors, hag ar c’hiḻek a ganaz.

69. Eur vatez ô véza c’hoaz gwélet anézhan̄, a zéraouaz lavarout d’ar ré a ioa énô : Hé-man̄ a zô eûz ann dûd-zé.

70. Hag hén̄ a nac’haz adarré : ha nebeut goudé ar ré a ioa énô a lavaraz adarré da Ber : Évit-gwîr té a zô euz ar ré-zé ; râk eûz a C’haliléa oud ivé.

71. Neûzé é téraouaz drouk-pédi, ha toui, ô lavarout : Na anavezann két ann dén-zé eûz a béhini é komzit d’in.

72. Ha râk-tâl ar c’hiḻek a ganaz eunn eil gwéach. Ha Per en doé-koun eûz a c’her Jézuz pa lavaraz d’ezhan̄ : Abarz m’en dévézo kanet diou wéach ar c’hiḻek, ez pézô va dinac’het teir gwéach. Hag hén̄ en em lékéaz da wéla.


————


XV. PENNAD.


1. Ha kerken̄t ha ma oé deûet ar min̄tin, Prin̄sed ar véleien, gan̄d ann Hénaoured, hag ar Skribed, hag ann holl Alierien en em guzuliaz : hag ô véza éréet Jézuz, é kaschon̄d anézhan̄, hag hen lékéjon̄t étré daouarn Pilat.

2. Ha Pilat a réaz ar goulenn-man̄ out-han̄ : Ha té eo roué ar Iuzevien ? hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Hé lavaroud a rez.

3. Prin̄sed ar véleien a damallé d’ézhan̄ kals traou.

4. Hôgen Pilat a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : Ha na respountez nétrâ ? Gwél pégémen̄d a draou a damallon̄t d’îd.

5. Hôgen Jézuz na respoun̄taz mui nétrâ ; enn hévélép doaré ma oé souézet-brâz Pilat.

6. Hé-man̄ en doa ar boaz enn eunn deiz goél-brâz da leûskel d’ar bobl ann hini eûz ar brizounierien a venné d’ézhô.

7. Hôgen béz’ éz oa unan a c’halved Barabbaz, péhini a oa bét éréet gan̄d dispac’herien all, dré m’en doa lazet eur ré enn eunn dispac’h.

8. Ha pa oé piñet ar bobl énô, é téraoujon̄t pidi Pilat da ôber d’ézhô é-c’hîz m’en doa ar boaz da ôber.

9. Ha Pilat a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi a fell d’é-hoc’h é laoskfenn roué ar Iuzevien ?