Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/414

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
412
aviel san̄tel jézuz-krist

18. Râk Iann en doa lavared da Hérodez : Né kéd aotréed d’id kaoud da c’hrég grék da vreûr.

19. Hôgen Hérodiaz a glaské ann darvoud d’hé golla : c’hoan̄t é doa d’hé lakaad da vervel, ha na hellé két.

20. Râg Hérodez ô c’houzout pénaoz é oa eunn dén gwirion ha san̄tel, en doa aoun ra-z-han̄ : prédériuz é oa enn hé c’hénver, kalz a réa diouc’h hé vénô, ha dâ é oa gan̄t-han̄ hé glevout.

21. Hôgen eunn dervez aotréuz ô véza deûet, Hérodez évit deiz hé c’hanédigez a réaz eur goan évid ar brin̄sed, ar vrézelidi, hag ar pennou-kéar eûz a C’haliléa.

22. Ha merc’h Hérodiaz ô véza éad énô, a zan̄saz, hag a blijaz da Hérodez, ha d’ar ré a ioa ouc’h-taol gan̄t-han̄. Ar roué a lavaraz d’ar plac’h-iaouan̄k : Goulenn diganén̄ ar péz a giri, hag her rôinn d’îd.

23. Hag é touaz d’ézhi : Rei a rinn d’îd kémen̄d a c’houlenni, ha pa vé ann han̄ter eûz va rouan̄télez.

24. Hag ô véza éad er-méaz, é lavaraz-hi d’hé mamm : Pétrâ a c’houlenninn-mé ? Hag hou-man̄ a lavaraz : Penn Iann-Vadézour.

25. Hag hî ô véza deûet râk-tâl da gavoud ar roué, a réaz hé goulenn, ô lavarout : Mé a ioul é rôjez d’in râk-tâl enn eunn disk penn Iann Vadézour.

26. Ar roué a oé glac’haret gan̄t kémen̄t-sé. Koulskoudé dré ’n abek d’hé lé, hag ivé d’ar ré a ioa azézet gan̄t-han̄ ouc’h taol, na fellaz kéd d’ézhan̄ glac’hari anézhi.

27. Hag ô véza kased eunn daréder, é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ digas penn Iann war eunn disk. Hag hé-man̄ a iéaz er vâc’h hag a drouc’haz hé benn d’ézhan̄.

28. Hag é tigasaz ar penn war eunn disk ; hag é rôaz anézhan̄ d’ar plac’h-iaouan̄k, hag hou-man̄ hé roaz d’hé mamm.

29. Hé ziskibled ô véza klevet kémen̄t-sé, a zeûaz hag a géméraz hé gorf, hag é lékéjon̄d anézhan̄ enn eur béz.

30. Hag ann ébestel ô véza en em zastumed enn-drô da Jézuz, a zanévellaz d’ézhan̄ kémen̄d hô doa great, ha kémen̄d hô doa desket.

31. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Deûid a-dû enn eul léac’h distrô, hag arzaôit eunn nébeût. Râk kalz a dûd a iéa hag a zeûé ; ha na gaven̄t kéd ann amzer da zibri.

32. Hag ô véza piñed enn eur vag, éz éjon̄d a-dû enn eul léac’h distrô.

33. Hôgen ar bobl a wélaz anézho ô von̄t-kuît, ha kalz ré all a glevaz méneg eûz a gémen̄t-sé, hag é rédjon̄t énô war-droad eûz ann holl geriou, hag é tiaraogjon̄d anézhô.

34. Ha pa’z éa-kuît Jézuz é wélas eul lôd brâz a dûd : hag en doé truez out-hô, dré ma oan̄t ével dén̄véd hép mesaer. Hag é téraouaz deski kalz a draou d’ézhô.

35. Ha pa oa deued da véza divézad, hé ziskibled a zeûaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Al léac’h-man̄ a zô distrô, ha divézad eo :

36. Kâs-hô kuît, évit ma’z ain̄t er c’heriou hag er bourc’hiou diwar-drô, da bréna peadrâ da zibri.

37. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Rôit c’houi da zibri d’ézhô. Hag é léverjon̄d d’ézhan̄ : Ha mon̄d a raimp-ni da bréna évit daou c’han̄t diner a vara, évit rei d’ézhô da zibri ?

38. Hag hén̄ a lavaraz d’ezhô : Péd bara hoc’h eûs-hu ? Id, ha gwélit. Ha p’hô doé gwélet, é léverjon̄t : Pemp, ha daou bésk.

39. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô ma lakajen̄d ann holl da azéza a van̄dennou war ar iéot glâz.

40. Hag éc’h azézjon̄t a van̄dennou, lôd a gan̄t, lôd a han̄ter-kan̄t dén.

41. Ha Jézus ô véza kéméred ar pemb bara, hag ann daou bésk, a zavaz hé zaoulagad étrézég ann énv, hag a vinnigaz anézhô : ha goudé béza torred ar baraou, é rôaz anézhô d’hé ziskibled, évit m’hô rojen̄d d’ar bobl : hag é rannaz ann daou bésk étré-z-hô holl.

42. Hag é tebrjon̄d holl, hag hô doé a-walc’h.

43. Hag é kaschon̄t gan̄t-ho daou-