Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/355

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
353
ar vakabéed.

4. Hervez eur gourc’hémenn douget gan̄t mouéz ann holl é kéar, ha da béhini ar Iuzevien hô-unan hô doa rôet hô grâd, ô véza n’hô doa gwall arvar é-béd, enn abek d’ar péoc’h a oa étré-z-hô : hôgen pa en em géfchon̄t er môr brâz, tûd Joppé a veûzaz war-drô daou c’han̄t anézhô.

5. Pa glevaz Judas ar c’hrisder a oa bét gréat é-kén̄ver tûd eûz hé bobl, é rôaz gourc’hémenn d’ar ré a oa gan̄t-han̄ : hag ô véza galvet Doué da varner,

6. É valéaz out lazerien hé vreûdeûr, é tevaz hô fors a-zoug ann nôz, é lékéaz ann tân enn hô bagou, hag é lazaz gan̄d ar c’hlézé ar ré n’en doa két lazet gan̄d ann tân.

7. Goudé m’en doé gréat kémen̄t-sé, éz éaz-kuît, gan̄d ann dézô da zistrei, évit kâs-da-nétra holl dud Joppé.

8. Hôgen ô véza ma klevaz pénaoz tûd Jamnia a fellé d’ézhô ôbér enn hévélep doaré é-kén̄ver ar Iuzevien a choumé gan̄t-hô,

9. É teûaz ivé war-n-ézhô a-zoug ann nôz, hag é tevaz hô fors hag hô listri : enn hévélep doaré ma oé gwélet sklerder ann tân eûz a Jéruzalem, pell ac’hanô eûz a zaou-ugen̄t stad.

10. Pa oé éat enn hen̄t, pa en doé gréat naô stad, hag é valéé a-énep Timotéus, ann Arabed a stourmaz out-han̄ gan̄t pemp mil dén war droad, ha pemp kan̄t war varc’h.

11. Goudé eur stourm brâz, pa en doé gounézet Judas gan̄t skoazel Doué, ann dilerc’h eûz ann Arabed a oa bét trec’het a c’houlennaz digan̄t Judas ma rôjé hé zourn d’ézhô, oc’h en em wéstla da rei d’ézhan̄ peûri, ha d’hé skoazella é pep-tra all.

12. Judas ô venna évit-gwîr pénaoz é vijen̄t talvoudek d’ézhan̄ é meûr a drâ, a wéstlaz d’ézhô ar péoc’h : ha goudé m’hô doé rôet hô dourn, en em denchon̄t enn hô zeltou.

13. Stourmi a réaz ivé oud eur géar gré, hanvet Kasfin, gan̄t pon̄tou ha muriou uc’hel, é péléac’h é choumé kalz tûd a veûr a vrô.

14. Ar ré a oa ébarz, ô fisiout é kréfder hô muriou, hag é founder hô boéd, en em zifenné gan̄t lézirégez, ô lavarout da Judas mallosiou, ha drouk-prézégou, ha geriou argarzuz.

15. Hôgen Makabéus, ô véza galvet ha pédet prin̄s brâz ar béd, péhini, é amzer Josué, hép tourz na gwindask, a ziskaraz Jériko, a biñaz gan̄t frouden war ar muriou.

16. Hag ô véza kéméret kéar dré ioul ann Aotrou, é réaz enn-hi eul lazérez diniver ; enn hévélep doaré ma oa ruz holl gan̄t goâd ar ré varô, al leûn a oa tôst ac’hanô, hag hen̄ a zaou stad a léd.

17. Ac’hanô é kerzchon̄t a-héd seiz kan̄t stad hag han̄ter-kan̄t, hag é teûjon̄t da C’haraka étrézég ar Iuzevien Tubianéed enn hô hanô.

18. Na helchon̄t két kémérout Timotéus el léac’h-zé ; râg ô véza n’en doa gellet ôber nétrâ énô, é oa distrôet ac’hanô, goudé béza lézet eur gward kré enn eul léac’h nés.

19. Hôgen Dositéus ha Sosipater péré a oa duged gan̄t Makabéus, a lazaz dék mil dén en doa lézet Timotéus er c’hré.

20. Koulskoudé Makabéus, ô véza lékéat é reiz enn-drô d’ézhan̄ c’houec’h mil dén, ren̄ket a van̄dennou, a valéaz a-énep Timotéus, péhini en doa gan̄t-han̄ c’houec’h-ugen̄t mil dén war droad, ha daou vil pemp kan̄t war varc’h.

21. Pa glevaz Timotéus é teûé Judas, é kasaz enn hé raok ar gragez hag ar vugalé, hag ann holl bakadou, enn eur c’hré hanvet Karnion, péhini na helled két da gémérout, ô véza ma oa diez dinésaad out-han̄ enn abek d’ann hen̄chou striz.

22. Pa en em ziskouézaz ar gen̄ta van̄den eûz a dud Judas, eur spoun̄t brâz a grogaz enn énébourien, enn abek da vézan̄s Doué, péhini a wél pép-trâ ; hag hî en em lékéaz da dec’hout ann eil dré égilé, enn hévélep doaré ma oan̄t skôet ken̄toc’h gan̄d hô c’hlézeier hô-unan, égét gan̄t ar ré hô énébourien.

23. Hôgen Judas a iéaz war hô lerc’h gan̄t kalz a frouden évit kastiza ann dûd fallagr-zé ; hag é lazaz trégon̄t mil anézhô.

24. Timotéus a gouézaz étré daouarn