Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/351

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
349
ar vakabéed.

zâd hé-unan, pa gasé hé armé er brovin̄sou uc’hel, en doa diskleriet ann hini a dlié kéméroud ar rénadur war hé lerc’h :

24. Évit, ma c’hoarvézché eur reûz-bennâg, pé ma vijé embannet eur gwall gelou, na vije két reûstlet ar ré a oa er brovin̄sou, pa wézchen̄t da biou é oa lézet rénadur ar rouan̄télez.

25. Hag ô c’houzout pénaoz ar ré c’halloudéka eûz hon amézeien a arvest hag a c’hortoz ann amzer vâd évid hô gwall vénosiou, em eûz diskleriet da roué war va lerc’h va mâb Antiokus, péhini em eûz aliez erbédet da veur a hini ac’hanoc’h, pa beur-rédenn ar brovin̄sou uc’héla eûz va rouan̄télez : hag em eûz skrivet d’ézhan ar péz a zô frammet aman̄.

26. Hô pédi éta, hag hô pédi stard a rann, ma hô pézô koun eûz ann trugarézou em eûz gréat enn hô kén̄-ver ac’houéz hag a dû, ha ma virot ar féalded a zô dléet d’in ha d’am mâb.

27. Râk fisian̄s em eûz pénaoz en em rénô gan̄d habaskded ha kun̄vélez, hervez va ioul, hag é vézô trugarek enn hô kén̄ver.

28. Enn divez al lizer-zé, ann drouk-komzer-zé, skôet gan̄d eur gwall c’houli, aozet ével m’en doa aozet ar ré all, a varvaz eûz a eur marô reûzeûdik, war ar ménésiou, ha pell diouc’h hé vrô.

29. Filip hé vreûr-léaz a zizougaz hé gorf ; hag ô véza m’en doa aoun râk mâb Antiokus, éz éaz d’ann Éjipt étrézé Ptoléméus Filométor.


————


X. PENNAD.


Tréach eo Judas da Dimotéus enn eunn doaré burzuduz.


1. Hôgen Makabéus, hag ar ré a oa gan̄t-han̄, gan̄t gwarez ann Aotrou, a askéméraz ann templ, hag ar géar a Jéruzalem.

2. Diskara a réjon̄t ann aoteriou hô doa savet ann diavésidi war leuriou-kéar, hag hô zemplou.

3. Goudé m’hô doé glanet ann templ, é savchon̄t eunn aoter all : hag ô veza tennet elvennou eûz a vein-tân, é kennigchon̄t sakrifisou daou vloaz goudé ; hag é lékéjon̄t war ann aoter ann ézan̄s, hag ar c’hleûzeûriou, hag ar baraou kennig.

4. Goudé ma oé gréat kémen̄t-sé gan̄t-hô, en em daolchon̄t d’ann douar, hag é pédchon̄t ann Aotrou na gouézchen̄t mui é drougou ker brâz : hôgen mar teûjen̄t adarré da béc’hi, ma vijen̄t kastizet gan̄t-han̄ gan̄t mui a habaskded, ha na vijen̄t mui lékéat étré daouarn tûd kriz ha drouk-prézégérien.

5. Enn hévélep deiz ma oé saotret ann templ gan̄d ann diavésidi, é oé ivé glanet, ar pempved war-n-ugen̄t eûz a viz Kasleu.

6. Lida a réjon̄t ar gouél-zé gan̄t lévénez a-zoug eiz dervez, é doaré hini ann teltou, é teûi da goun d’ézhô pénaoz nébeûd araok hô doa gréat gouél-lîd ann teltou war ar ménésiou hag er c’héviou é péléac’h é véven̄t ével al loéned.

7. Râk-sé é tougen̄t bisier gôlôet a zeliou, ha skourrou glâz, ha barrou palmez, é énor ann hini en doa aotréet ma c’hlanchen̄t hé dempl.

8. Hag hî a gémennaz dré eunn diskleriadur hag eur gourc’hémenn unvan, da holl vrôad ar Iuzevien, ma vijé lidet ar gouél-zé bép ploaz enn hévélep deisiou.

9. Ével-sé éta é c’hoarvézaz marô Antiokus les-hanvet ar brudet-brâz.

10. Hôgen bréma é tanévellimp ôberiou Eupator mâb Antiokus ar fallagr, hag é verraimp ann drougou a zô bét gréat a-zoug hé vrézéliou.

11. Ar prin̄s-sé ô véza deûet da roué, a lékéaz da benn war géfridiou ar rouan̄télez, Lisias prin̄s armé ar Fénisia hag ar Siria.

12. Râk Ptoléméus les-hanvet ann treût, en doa kéméret ann dézô da virout pép reizded dirâg ar Iuzévien, dreist-holl enn abek d’ar fallagriez a oa bét gréat d’ézhô, ha d’en em réna enn eunn doaré péoc’huz enn hô c’hén̄ver.

13. Râk-sé tamallet dirâg Eupator