Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/346

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
344
eil levr

ac’hanomp ? Daré omp da vervel, ken̄toc’h égét terri lézennou Doué ha ré hor brô.

3. Ar roué ô véza savét droug enn-han̄, a c’hourc’hémennaz ma vijé tommet war ann tân pilligou ha kaoteriou arem : ha pa oen̄t tommet,

4. É c’hourc’hémennaz ma vijé trouc’het hé déôd d’ann hini en doa komzet da gen̄ta : ha goudé béza digroc’hennet hé benn, ma vijé trouc’het d’ézhan̄ blen̄chou hé zaouarn hag hé dreid, dirâg hé vreûdeûr all hag hé vamm.

5. Ha goudé ma oa bét mac’hañet hé gorf holl, é c’hourc’hémennaz ar roue ma vijé tôstéet oud ann tân, ha lékéat da rosta er billik, hag hén̄ béô c’hoaz : hag en̄dra ma édo bourréviet, hé vreûdeûr all gan̄d hô mamm en em galounékéé ann eil égilé évit mervel gan̄t ners,

6. O lavarout : Ann Aotrou Doué a zellô oud ar wirionez, hag a vézô fréalzet enn-omp, ével ma eo diskleriet gan̄t Moizes enn hé ganaouen enn doaré-man̄ : hag enn hé zervicherien é vézô fréalzet.

7. Ar c’hen̄ta ô véza marô enn doaré-zé, é kasen̄t ann eil enn eur ôber goab anézhan̄ : ha goudé béza digroc’hennet hé benn gan̄d ar bléô, é c’houlenchon̄t digan̄t-han̄ ha né doa két gwell gan̄t-han̄ dibri kîk, égét béza gwanet é holl izili hé gorf.

8. Hôgen hén̄ a respoun̄taz é iéz hé vrô, hag a lavaraz : Na rinn két. Râk-sé é oe lékéat ann eil da c’houzan̄vi ann hévélep poaniou hag ar c’hen̄ta :

9. Ha pa oé daré da vervel, é lavaraz d’ar roué : Té laka ac’hanomp da golla ar vuez a-vréma, ô roué kriz meurbéd : hôgen Roué ar béd a lakai ac’hanomp da assével évid ar vuez peûr-baduz, goudé ma vézimb bét marvet évid hé lézennou.

10. Goudé hé-man̄ é oé gréat goab eûz ann trédé : goulennet é oé hé déôd digan̄t-han̄, hag hén̄ hé gennigaz râk-tâl ; hag ec’h astennaz hé zaouarn gan̄t ners :

11. Hag é lavaraz gan̄t fisian̄s : Digan̄d ann én̄v em eûz hô bét hôgen bréma é tisprizann anézhô enn abek da lézennou Doué, ô véza ma c’hédann m’hô asrôi d’in.

12. Ar roué hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ a oé souézet-brâz gan̄t kaloun ann dén-iaouan̄k-zé, péhini a zellé ével nétrâ ar poaniou-zé.

13. Hé-man̄ ô véza marô ével-sé, éc’h heskinchon̄t ar pevaré enn hévélep doaré.

14. Ha pa édo daré da vervel, é lavaraz : Talvoudusoc’h eo béza lazet gan̄d ann dûd, er géd da véza lékéat da assével gan̄d Doué évid ar vuez : hôgen ann assav na vézô két d’id évid ar vuez.

15. O véza kéméret ar pempved, éc’h heskinchon̄t ivé anézhan̄. Hag hen̄ ô selloud oud ar roué, a lavaraz :

16. Ar péz a garez a réz, pa éc’h eûz ar galloud é-touez ann dûd, pétrâ-bennâg ma oud eunn dén brein da-unan : hôgen na venn két pénaoz en défé Doué dilézet hor pobl.

17. Hôgen té, gortoz eunn nébeût, hag é wéli péger braz eo hé c’halloud, ha pénaoz é wanô ac’hanod, té ha da wenn.

18. Goudé hen-nez é kaschon̄t ar c’houec’hved ; hag hen̄ daré da vervel, a lavaraz : N’en em douell két enn aner : râg enn abek d’é-omp hon-unan eo é c’houzan̄vomp kémen̄t-man̄, dré ma hon eûz péc’het a-éneb hon Doué : hag ann traou spoun̄tuz-zé a zô c’hoarvézet enn hor c’hén̄ver.

19. Hôgen té, na venn két é choumfez digastiz, goudé ma éc’h eûz klasket striva oud Doué.

20. Hô mamm meûluz dreist men̄t, ha dellézeg eûz a én̄vor ar ré vâd, ô wéloud ô vervel enn eunn deiz hé seiz mab, a c’houzan̄vé kémen̄t-sé gan̄d eur galoun gré, enn abek d’ar fisians é doa é Doué.

21. Leûn a furnez éc’h erbédé pép-hini anézhô gan̄t ners é iéz hô brô : hag oc’h unvani kaloun eur goaz gant karan̄tez eur vaouez,

22. É lavaré d’ézhô : Na ouzoun két pénaoz oc’h en em ziskouézet em c’hôv : râk né két mé em eûz rôet d’é-hoc’h ann éné hag ar vuez ; né két mé em eûz frammet hoc’h izili ;