Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/323

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
321
ar vakabéed.

8. Hôgen ar roué Ptoléméus a géméraz ar c’heriou bété Séleusias ar géar vôrek ; hag hén̄ a venné gwall ioulou a-éneb Aleksandr.

9. Hag hén̄ a gasaz kannaded étrézé Démétrius, évit lavaroud d’ézhan̄ : Deûz, gréomp kévrédigez étré-z-omp ; hag é rôinn d’id va merc’h, a zô dimézet gan̄d Aleksan̄dr ; hag é réni é rouan̄télez da dâd :

10. Râk keûz em eûz da véza rôet va merc’h d’ézhan̄, ô véza ma en deûz klasket va laza.

11. Hag hén̄ a damallé anézhan̄ enn doaré-zé, ô véza m’en doa c’hoan̄t da gaout hé rouan̄télez.

12. Neûzé é lamaz digan̄t-han̄ hé verc’h, hag é rôaz anézhi da Zémétrius ; pellaad a réaz diouc’h Aleksandr ; hag hé gasoni a oé anat.

13. Ha Ptoléméus a iéaz é Antiokia, hag a lékéaz war hé benn diou gurunen, hini ann Éjipt, hag hini ann Asia.

14. Hôgen ar roué Aleksandr a oa neûzé er Silisia : râk tûd hé rouan̄télez a oa dispac’het out-han̄.

15. Pa glevaz Aleksandr kémen̄t-sé, é teûaz da vrézélékaad out-han̄ : ar roué Ptoléméus a strollaz ivé hé armé, a iéaz d’hé ziarbenna gan̄d eunn nerz vrâz, hag a lékéaz anézhan̄ da dec’hout.

16. Aleksandr a dec’haz enn Arabia, évit klaskout gwarez énô : hôgen ar roué Ptoléméus a oé uc’héléet.

17. Hôgen Zabdiel ann Arab a lékéaz trouc’ha hé benn da Aleksandr, hag a gasaz anézhan̄ da Ptoléméus.

18. Ar roué Ptoléméus a varvaz a benn tri deiz ; hag ar ré eûz hé dûd a oa er c’hréou, a oé lazet gan̄t ar ré a oa er c’hamp.

19. Hag ar roué Démétrius a renaz a nevez er bloaz seiz hag eiz-ugen̄t.

20. Enn deisiou-zé Jonatas a strollaz ar ré a oa er Judéa évit stourmi oud ar c’hré a zô é Jéruzalem : hag hî a zavaz kalz gwindaskou out-han̄.

21. Hôgen gwall dud péré a gaséé hé bobl a iéaz da gavoud ar roué Démétrius, hag a ziskuḻaz d’ézhan̄ pénaoz Jonatas a stourmé oud ar c’hré.

22. Pa glévaz Démétrius kémen̄t-sé, é savaz droug enn-han̄ : don̄d a réaz râk-tâl da Ptolémaid ; hag é skrivaz da Jonatas na stourmché két oud ar c’hré, hôgen ma teûjé diouc’h-tu étrézég enn-han̄ évit komza kévret.

23. Hôgen pa glévaz Jonatas kémen̄t-sé, e c’hourc’hemennaz ma vijé stourmet : dilenna a réaz hiniennou eûz a hénaoured hag eûz a véleien Israel ; hag hén̄ en em lékéaz hé unan é gwall.

24. Neûzé é kéméraz aour, hag arc’han̄t, ha gwiskou kaer, ha kalz rôou all, hag éz éaz da gavoud ar roué é Ptolémaid, hag é kavaz grâs dira-z-ban̄.

25. Eur gwall ré-bennâg eûz hé bobl a iéaz adarré d’hé damallout.

26. Hôgen ar roué a réaz enn hé gén̄ver ével m’hô doa gréat ar ré enn hé raok : hé uc’hélaad a réaz dirâg hé holl viñouned.

27. Hé startaad a réaz é prin̄sélez ar véleien, hag er c’hargou brâz all en doa ken̄t ; hag a réaz anézhan̄ ar c’hen̄ta eûz hé viñouned.

28. Jonatas a c’houlennaz digan̄d ar roué ar fran̄kiz évid ar Judéa, évid ann teir frovin̄s, évit Samaria hag hé harzou ; hag é wéstlaz d’ézhan̄ tri c’han̄t talan̄t.

29. Ar roué a aotréaz kémen̄t-sé : hag é skrivaz lizéri da Jonatas diwar-benn ann holl draou-zé, enn doaré-man̄ :

30. Ar roué Démétrius d’hé vreûr Jonatas, ha da vrôad ar Iuzevien, salud.

31. Kaset hon eûz d’é-hoc’h ann diskriv eûz al lizer hon eûz skrivet da Lasténes hon tâd diwar hô penn, évit ma anavezôt anézhi :

32. Ar roué Démétrius da Lasténes hé dâd, salud.

33. Lékéad hon eûz enn hor penn ôber-vâd da vrôad ar Iuzevien, a zô miñouned d’é-omp, hag a vîr ar féalded a dléon̄t dé-omp, enn abek d’ann azaouez hô deûz évid-omp.

34. Kéméret hon eûz éta ar ratoz, ma vézô rôet d’ézhô holl harzou ar Judéa, gan̄d ann teir c’héar, Lida, Ramata, hag Aféréma, péré a zô bét staget oud ar Judéa diouc’h Samaria,