Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/291

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
289
levr zac’harias.

war ann douar, ha na vézô mui a goun anézhô : tenna a rinn eûz ann douar ar fals-broféded, hag ar spéred louz.

3. Hag ével-henn é c’hoarvézô : Mar teû eur ré da ziougani pelloc’h, hé dâd hag hé vamm péré hô deûz hé c’hanet, a lavarô d’ézhan̄ : Na vévi két : râg gevier éc’h eûz lavaret é hanô ann Aotrou ; hag hé dâd hag hé vamm péré hô deûz hé c’hanet, a doullô anézhan̄, pa en dévézô diouganet.

4. Hag ével-henn é c’hoarvézô : Enn deiz-zé pép-hini eûz ar broféded-zé pa ziouganô, a vézô mézékéet gan̄d hé wélédigez hé-unan : n’en em c’hôlôin̄t mui gan̄t seier reûn évit touella :

5. Hôgen pép-hini anézhô a lavarô : N’ounn két eur profed, eul labourer douar ounn : râk skouér Adam em eûz heuliet adalek va iaouan̄ktiz.

6. Hag é vézô lavaret d’ézhan̄ : Pétrâ eo ar gouliou-zé a zô é-kreiz da zaouarn ? Hag hén̄ a lavarô : Ével-sé ounn bét gouliet é tî ar ré a garé ac’hanoun.

7. Dihun, ô klézé, a-énep va meser, hag a-éneb ann dén en em stag ouz-in, émé Aotrou ann arméou : skô war ar meser, hag ann dén̄ved a vézô akiñet : hag é tistrôinn va dourn étrézég ar ré vihan.

8. Enn douar holl é vézô, émé ann Aotrou, diou rann, a vézô skiñet, hag a iélô da-gét ; hag eunn drédé rann hag a choumô.

9. Ann drédé rann a gasinn a-dreûz d’ann tân, hag é tevinn anézhô ével ma teveur ann arc’han̄t, hag é arnodinn anézhô ével ma arnodeur ann aour. Hî am galvô dré va hanô, ha mé a glevô out-hô. Mé a lavarô : Va fobl oud ; hag hî a lavarô : Ann Aotrou eo va Doué.


————


XIV. PENNAD


Énébourien Jéruzalem a zeûi da azeûlierien d’ann Aotrou.


1. Chétu é teûi deisiou ann Aotrou, hag é vézô rannet da ziwiskou enn da greiz.

2. Ann holl vrôadou a strollinn évit brézélékaat out Jéruzalem : ar géar a vézô kéméret, ann tiez a vézô preizet, hag ar gragez a vézô gwallet : ann han̄ter eûz a géar a iélô er-méaz é sklavérez, hag ann dilerc’h eûz ar bobl na vézô két kaset-kuît eûz a géar.

3. Hag ann Aotrou a iélô er-méaz, hag a vrézélékai oud ar brôadou-zé, ével ma en deûz brézélékéet é deiz ann emgann.

4. Hag hé dreid a zavô enn deiz-zé war vénez Olived, a zô râg-énep da Jéruzalem war-zû ar sâv-béol : ménez Olived oc’h en em ranna dré hé greiz, war-zû ar sâv-héol, ha war-zû ar c’hûs-héol, a lézô eunn digor brâz ; hag ann han̄ter eûz ar ménez en em daolô war-zû ann han̄ter-nôz, hag ann han̄ter all war-zû ar c’hrésteiz.

5. Ha c’houi a dec’hô étrézé traon̄ien ar ménésiou, rak traon̄ien ar ménésiou a vézô tôst : ha c’houi a dec’hô, ével ma hoc’h eûz tec’het a zirâg ar c’hrén-douar é deisiou Ozias roué Juda : hag ann Aotrou va Doué a zeûi, hag ann holl zen̄t gan̄t-han̄.

6. Hag ével-henn é c’hoarvézô enn deiz-zé : na vézô két a c’houlou, hôgen iénien ha réô.

7. Eunn deiz a vézô, hag a zô anavézet gan̄d ann Aotrou, ha na vézô na deiz na nôz : ha war ar pardaez é vézô ar goulou.

8. Hag ével-henn é c’hoarvézô enn deiz-zé : Doureier béô a iélô er-méaz eûz a Jéruzalem : ann han̄ter anézhô a rédô war-zû môr ar sâv-héol, hag ann han̄ter all war-zû môr ar c’hûs-héol : enn han̄v hag er goan̄v é vézin̄t.

9. Hag ann Aotrou a vézô da roué war ann douar holl : enn deiz-zé ann Aotrou a vézô unan, hag hé hanô a vézô unan.

10. Hag ann holl vrô a zistrôi bétég ann distrô, eûz a grec’hien Remmon bétég ar c’hrésteiz eûz a Jéruzalem : hag hî a vézô gorrôet, hag a choumo enn hé léac’h, eûz a berz Ben̄jamin bété léac’h ar porz ken̄ta, ha bété porz ar c’hoñou ; hag eûz a dour Hananéel bété gwaskellou ar roué.