Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/289

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
287
levr zac’harias.

ann Aotrou gan̄t-hô ; hag é tispennin̄t ar varc’heien.

6. Ken-nerza a rinn ti Juda, hag é tieûbinn ti Jozef : ha mé hô lakai da zistrei, ô véza m’am bézô truez out-hô : hag hî a vézô ével ma oan̄t abarz m’am boa hô distaolet ; râk mé eo ann Aotrou hô Doué, hag é klevinn out-hô.

7. Hag hî a vézô ével kalouneien Éfraim ; hag hô c’haloun en em laouénai ével gan̄d ar gwîn : hô mipien hé gwélô, hag en em laouénai, hag hô c’haloun a dridô enn Aotrou.

8. Hô c’houibana a rinn, hô strolla a rinn, ô véza ma em eûz hô dasprénet : hô faotta a rinn ével ma oan̄t paot ken̄t.

9. Mé hô hadô é-touez ar boblou, hag hî a bell hô dévézô koun ac’hanoun : gan̄d hô bugalé é vévin̄t, hag é tistrôin̄t.

10. Ha mé hô digasô eûz a vrô ann Éjipt, hag hô strollô eûz ann Assiria, hag hô c’hasô é brô Galaad hag al Liban ; ha na vézô két kavet a léac’h a-walc’h évit-hô.

11. Hag hen̄ a dreûzô ar striz-vôr, hag a skoi war goummou ar môr ; hag ann holl steriou a vézô kéflusket bétég ar gwéled : rogen̄tez Assur a vézô vuéléet, ha gwalen roué ann Éjipt a iélô kuît.

12. Hô c’hen-nerza a rinn enn Aotrou, hag hî a valéô enn hé hanô, émé ann Aotrou.


————


XI. PENNAD


Disman̄tr Jéruzalem. Ann Aotrou a dorr diou wialen-vésa.


1. Digor da zôriou, ô Liban, ha ra vézô devet gan̄d ann tân da wéz-sedr.

2. Iouc’hit, gwéz-sapr, râg ar gwéz-sedr a zô kouézet ; râg ar ré uc’héla a zô diskaret : iouc’hit, dervenned Basan, râg ar c’hoat kré a zô trouc’het.

3. Mouéz keinvanuz ar véserien a glevann, ô véza ma eo disman̄tret hô fougé ; ha trouz iuduz al léoned, ô véza ma eo kaset-da-gét balc’hder ar Jordan.

4. Ével-henn é lavar ann Aotrou va Doué : Pask ann dén̄ved lâz,

5. Péré a lazé hô ferc’henned, hép truez é-béd, hag a werzen̄t, ô lavarout : Benniget ra vézô ann Aotrou, da binvidig omp deuet : hag hô méserien na espernen̄t két anézhô.

6. Ha mé ivé na esperninn két pelloc’h tûd ar vrô-zé, émé ann Aotrou : chétu mé a lakai ann dûd, ann eil étré daouarn égilé, hag étré daouarn hô roué : hag hî a wastô ar vrô, ha n’hô zenninn két eûz hô daouarn.

7. Râk-sé, ô péorien ann tropel, é paskinn ann dén̄ved lâz. Ha mé a géméraz diou wialen, hag é c’halviz unan anézhô ar Géned, hag é c’halviz ébén ar Gordennik : hag é paskiz ann tropel.

8. Ha mé a lazaz trî meser enn eur miz, ha va éné a zô en em strizet enn hô c’hén̄ver, ô véza ma eo bét hô éné édrô em c’hén̄ver.

9. Hag em eûz lavaret : N’hô paskinn két : ra varvô néb a varvô ; ha ra vézô lazet néb a vézô lazet ; hag eûz ann dilerc’h r’en em zebrô ann eil égilé.

10. Ha mé a géméraz va gwialen a oa galvet ar Géned, hag é torriz anézhi, évit terri ar gévrédigez em boa gréat gan̄d ann holl boblou.

11. Hag hî a oé torret enn deiz-zé : ha péorien ann tropel, péré hô doa miret va lézen, a anavézaz pénaoz é oa gér ann Aotrou.

12. Ha mé a lavaraz d’ézhô : Ma her c’havit mâd, digasit va gôbr ; anéz, list-hén̄. Hag hi a boézaz trégon̄t péz arc’han̄t évit va gôbr.

13. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Taol-hén̄ d’ar skeûdenner, ar gôbr kaer-zé, hô deûz kavet a dalienn. Ha mé a géméraz ann trégon̄t péz arc’han̄t, hag é taoliz anézhô d’ar skeûdenner é ti ann Aotrou.

14. Ha mé a dorraz va eil wialen, a oa bét galvet gan-én̄ ar Gordennik, évit diframma ar vreûdeûriez étré Juda hag Israel.

15. Hag ann Aotrou a lavaraz din :