Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
levr ar profed daniel.

hag é han̄ter ar zizun éc’h éhanô ann hostivou hag ar sakrifisou : hag heûz ann disman̄tr a vézô enn templ ; hag ann disman̄tr a badô bétég ar sévénidigez hag ann divez.


————


X. PENNAD


Iûn ha gwélédigez Daniel.


1. Enn trédé bloaz eûz a Zirus, roué ar Bersied, eur gér a oé disklériet da Zaniel, les hanvet Baltassar, eur gér gwir, hag eunn ners brâz : hag hen̄ a boellaz ar lavar ; râk poell a zô réd er gwélédigésiou.

2. Enn deisiou-zé, me Daniel a wélaz bemdez a-héd teir zizun.

3. Na zebriz két a vara c’houék, n’az éaz na kîk na gwîn em génou, ha n’en em lardiz két gan̄d éôl ; kén na oé tréménet deisiou ann teir zizun-zé.

4. Hôgen er pévaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar miz ken̄ta, édoun é-tâl ar ster vrâz, péhini eo ann Tigris.

5. Ha mé a zavaz va daoulagad, hag a zellaz : ha chétu é wéliz eunn dén gwisket gan̄t lin, ha war hé zargreiz eur gouriz aour ar glana.

6. Hé gorf a oa ével eur méan krizolit, hag hé zremm ével doaré eul luc’héden, hag hé zaoulagad ével eur c’hleûzeûr béô : hag hé zivrec’h hag ac’hanô bétég hé dreid ével arem ar skédusa : ha mouéz hé c’hériou ével mouéz eul lôd brâz a dûd.

7. Mé Daniel hép-kén a wélaz ar wélédigez-zé : râg ann dûd a oa gan-én̄ n’hé gwélchon̄t két ; hôgen eunn heûz brâz a grôgaz enn-hô, hag hî a déc’haz hag en em guzaz.

8. Ha mé ô véza choumet va-unan a wélaz ar wélédigez vrâz-zé, ha na choumaz két a ners enn-oun, va dremm a oé trôet, hag é fatiz, hag é kolliz va holl ners.

9. Ha mé a glévaz mouéz hé c’hériou : ha pa hé c’hléviz é c’hourvéziz war va dremm ha mé spoun̄tet-brâz, ha va génou a oa stag oud ann douar.

10. Ha chétu eunn dourn a stokaz ouz-in, hag a zavaz ac’hanoun war va daoulin, ha war vellou va daouarn.

11. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Daniel, dén c’houék, poell ar geriou a lavarann d’id, ha sâo enn da zâ ; râk bréma ounn kaset étrézég enn-od. Ha goudé m’en dôé lavaret kémen̄t-sé d’in, é saviz enn eur gréna.

12. Hag hén̄ a lavaraz d’in : N’az péz két a aoun, Daniel ; râg aba ann deiz ken̄ta ma éc’h eûz roet da galoun d’ar poell, ha ma oud en em gastizet dirâk da Zoué, eo bét sélaouet oud da c’hériou ; hag enn abek d’as gériou eo ounn deûet.

13. Hôgen prin̄s rouan̄télez ar Bersied a énébaz ouz-in a-héd eunn dervez war-n-ugen̄t : ha chétu Mikael, unan eûz ar brin̄sed ken̄ta, a zeûaz d’am ken-nerza ; ha mé a choumaz énô gan̄t roué ar Bersied.

14. Ha mé a zô deûet évid deski d’id ar péz a dlé da c’hoarvézout gan̄d da bobl enn deisiou divéza ; râg ar wélédigez-zé na vézô sévénet némét goudé kalz deisiou.

15. Goudé m’en dôé lavaret kémen̄t-sé d’in, é trôiz va daoulagad étrézég ann douar, hag é taviz.

16. Ha chétu ann hini a oa hén̄vel out mâb ann dén a stokaz out va muzellou : hag ô tigeri va génou é komziz, hag é liviriz d’ann hini a oa enn hé zâ dira-z-oun : Va Aotrou, pa em eûz da wélet, eo bét dilec’het va mellou, ha n’eûz choumet ners é-béd enn-oun.

17. Ha pénaoz é hellô servicher va Aotrou komza out va Aotrou ? râk n’eûz choumet ners é-béd enn-onn, ha va halan hé-unan a zô kollet.

18. Hag ann hini a oa hen̄vel oud eunn̄ dén a stokaz adarré ouz-in, hag a grévaaz ac’hanoun,

19. Hag a lavaraz : N’az péz két a aoun, dén c’houék ; ar péoc’h ra vézô gan-éz ; en em gréva, ha béz kré. Ha pa gomzé ouz-in, en em grévaiz, hag é liviriz : Komz, va Aotrou, ô véza ma éc’h eûz va c’hrévéet.

20. Hag hen̄ a lavaraz : Ha gouzoud a réz pérâg ounn deûet étrézég enn-od ? Hôgen bréma é tistrôann évit stourmi out prin̄s ar Bersied : ha