Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
levr ar profed ézékiel.

24. Hervez hô saotr hag hô gwall em eûz gréat d’ézhô, hag em eûz kuzet va dremm out-hô.

25. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Bréman̄ é tigasinn sklaved Jakob, hag em bézô truez oud holl dî Israel ; hag é teûi oaz d’in évit va hanô san̄tel.

26. Hag hî a zougô ho mézégez, hag ann holl fallagriézou hô deûz gréat em énep, pa choumin̄t enn hô brô hô-unan gan̄t fisian̄s, hag héb aoun râk dén :

27. P’am bézô hô digaset eûz a dôuez ar brôadou, hag em bézô hô strollet eûz a vrôiou hô énébourien, hag é vézinn bét san̄télet enn hô zouez dirâk kalz a vrôadou.

28. Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou hô Doué, ô véza ma em eûz hô dizouget é-touez ar brôadou, ha ma em eûz hô strollet enn hô brô hô-unan, ha n’em eûz lézet hini anézhô énô.

29. Ha na guzinn mui va dremm out-hô ; râk skuḻa a rinn va spéred war holl di Israel, émé ann Aotrou Doué.


————


XL. PENNAD


Ar profed a wél assével eur géar hag eunn templ.


1. Er pempved bloaz war-n-ugen̄t eûz hon dizougadur, é derou ar bloaz, enn dékved deiz eûz ar mîz, er pévarzékved bloaz goudé disman̄tr kéar : enn deiz-zé enn-déeun é teûaz dourn ann Aotrou war-n-oun, hag am c’hasaz dî.

2. É gwélédigésiou Doué é kasaz ac’hanoun é brô Israel, hag é lékéaz ac’hanoun war eur ménez uc’hel-meûrbéd, war béhini éz oa ével tî brâz eur géar trôet war-zû ar c’hrésteiz.

3. Hag hén̄ am lékéaz da von̄d ébarz : ha chétu eunn dén a wéliz en dôa eur sell a lugerné ével arem, hag enn hé zourn eul linen lîn, hag enn dourn all eur gorsen ven̄t : hag hen̄ a oa enn hé zâ é-tâl ann ôr borz.

4. Hag ann dén-zé a lavaraz d’in : Mâb dén, gwél gan̄d da zaoulagad, ha sélaou gan̄d da ziskouarn, ha laka da galoun war gémen̄t a ziskouézinn d’id : râg évid hô diskouéza d’id oud bét kaset aman̄ ; rô da anaout da dî Israel kémen̄d ez pézô gwélet.

5. Ha chétu eur vur enn diavéaz trô-war-drô d’ann tî a bép tû, hag é dourn ann dén eur gorsen ven̄t eûz a c’houec’h ilinad hag eur raouen a héd ; hag hen̄ a ven̄taz léd ar vûr eûz a eur gorsennad, hag ann uc’hélded ivé eûz a eûr gorsennad.

6. Hag hen̄ a zeûaz oud ann ôr a zellé war-zû ar sâv héol, hag é piñaz dré hé daésiou ; hag hén̄ a ven̄taz treûzou ann ôr eûz a eur gorsennad a léd, da lavaroud eo é oa unan eûz ann treûzou eûz a eur gorsennad a léd.

7. Ha pép kambr a oa eûz a eur gorsennad a héd, hag eûz a eur gorsennad a léd : hag étré ar c’hamprou éz oa pemp ilinad.

8. Treûzou ann ôr é-tâl ar porched é diabarz ann ôr, a oa eûz a eur gorsennad.

9. Hag hen̄ a ven̄taz porched ann ôr en dôa eiz ilinad, hag hé zalbenn daou ilinad ; hôgen porched ann ôr a oa enn diabarz.

10. Ann ôr war-zû ar sâv-héol é dôa teir chambr enn eunn tû, ha teir enn tû all ; eûz a eur ven̄t é oa ann teir c’hambr, hag eûz a eur ven̄t ann tri zalbenn diouc’h ann daou dû.

11. Hag hén a ven̄taz léd treûzou ann ôr, eûz a zég ilinad, hag héd ann ôr eûz a drizék ilinad :

12. Hag ar gôr dirag ar c’hamprou eûz a eunn ilinad ; hag ar véven a bép tî eûz a eunn ilinad ; hag ar c’hamprou eûz a c’houéac’h ilinad enn tû-man̄ hag enn tû-hon̄t.

13. Hag hen̄ a ven̄taz ann ôr adalek lein eur gampr bété lein ébén, eûz a bemp ilinad war-n-ugen̄t ; dôr ouc’h dôr.

14. Hag hen̄ a réaz talbennou éûz a drî-ugen̄t ilinad ; hag oud ann talbennou porched ann ôr a iéa trô-war-drô.

15. Hag eûz a dâl ann ôr a iéa bété