Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
levr ar profed ézékiel.

délez gan̄t mipien ann Assiried, ô véza n’ez pôa két bét c’hoaz da walc’h ; ha goudé ma oud bét en em rôet d’ar c’hadélez-zé, n’éc’h eûz két bét c’hoaz da walc’h.

29. Hag éc’h eûz paottet da c’hadélez é douar Kanaan gan̄d ar C’haldéed ; ha n’éc’h eûz két bét c’hoaz da walc’h.

30. Pénaoz é c’hlaninn-mé da galoun, émé ann Aotrou Doué, pa éc’h eûz gréat kémen̄t-sé, ével eur c’hrég gadal ha divézet ?

31. Râg eul léac’h hudur éc’h eûz savet é penn péb hen̄t, hag eunn ti a c’hadélez éc’h eûz gréat war bép leûr-kéar ; n’oud két bet ével eur c’hrek-fall (M), péhini a zispriz ar péz a gennigeur d’ézhi, évit kreski hé gôbr.

32. Hôgen ével eur c’hrég avoultr, péhini a glask diavésidi, hag a bella diouc’h he ozac’h.

33. D’ann holl merc’hed fall (M) é rôeur gôbr ; hôgen té éc’h eûz rôet gôbr d’ar ré holl a garé ac’hanod ; ha té a réa rôou d’ézhô, évit ma teujen̄t a bép tû d’az kavout, évid en em rei d’ar c’hadélez gan-éz.

34. Ével-sé eo bét c’hoarvézet enn-od enn da c’hadélézou ann éneb eûz ar péz a c’hoarvez er merc’hed all ; ha na vézo két a c’hadélez hén̄vel oud da hini ; rag ô véza rôet ar gôbr, é léac’h hé zigémerout, éc’h eûz gréat ann énep d’ar ré all.

35. Râk-sé, grek-fall (M), sélaou gér ann Aotrou.

36. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma éc’h eûz feltret da arc’han̄t, ha ma éc’h eûz diskuliet da vézégez enn da c’hadélézou gan̄d ar ré a gérez, ha gan̄d idolou da argarzidigézou é goad da vipien, éc’h eûz rôet d’ézhô ;

37. Chétu mé a strollô ar ré holl a garé ac’hanod, ha gan̄d péré oud en em zaotret ; hag ar ré holl éc’h eûz karet, gan̄d ar ré holl éc’h eûz kaséet ; ha mé hô strollô holl enn da énep a bép tû ; hag é likiinn enn noaz da vézégez dira-z-hô, hag hî a wélô da holl hudurez.

38. Da varna a rinn ével ann avoultrérézed, hag ar ré a skuḻ ar goad ; ha lakaad a rinn da skuḻa da c’hoad er frouden hag er warizi.

39. Da rei a rinn étré hô daouarn ; hag hî a freûzô da léac’h hudur, hag a ziskarô da dî a c’hadélez ; tenna a rain̄t da ziḻad digan-éz, skrapa a raint da gin̄klérézou ; hag hî az lézô enn noaz ha leûn a véz.

40. Digas a rain̄t enn da éneb eul lôd brâz a dûd, hag é labézin̄t ac’hanod gan̄t mein, hag e lazin̄t ac’hanod gan̄d hô c’hlézéier.

41. Dévi a rain̄t ivé da diez gan̄t tân, hag hî a rai war-n-od barnédigézou dirâk kalz a verc’hed ; ha té a éhanô da ôber gadéléziou ; ha na rôi mui a c’hôbr.

42. Va droug ouz-id a éhanô ; va oaz en em dennô diouz-id ; arzaôi a rinn, ha na vuanékainn mui,

43. O véza n’eo két deûet a goun d’id eûz a zeisiou da iaouan̄ktiz, ha ma éc’h eûz va héget é kémen̄t-sé ; râk-sé em eûz rôet da hen̄chou war da benn, émé ann Aotrou Doué ; ha n’em eûz két gréat hervez da wallou enn da holl argarzidigézou.

44. Chétu pép-hini a lavarô diwar da benn al lavar-kuzet-man̄ : Ével ma é oa ar vamm, éma ar verc’h.

45. Merc’h da vamm oud, péhini é deûz dilézet hé ozac’h hag hé bugalé ; ha c’hoar da c’hoarézed oud, péré hô deûz dilézet hô ézec’h hag hô bugalé. Sétéadez eo hô mamm, Amorréad eo hô tâd.

46. Da c’hoar héna eo Samaria, hî hag hé merc’hed, péré a choum oud da zourn kleiz ; ha da c’hoar iaouan̄ka eo Sodoma hag hé merc’hed, péré a choum oud da zourn déou.

47. N’éc’h eûz két hép-kén baléet enn hô hen̄chou, ha gréat ann hévélep gwallou ; hôgen dreist-hô oud éat tôst-da-vâd enn da holl hen̄chou.

48. Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, n’é deûz két gréat Sodoma da c’hoar hag hé merc’hed, ével ma éc’h eûz gréat, té ha da verc’hed.

49. Chétu pétrâ eo bét fallagriez Sodoma da c’hoar : ar balc’hded ; paodder ar bara hag eûz a bép-trâ ; hag hô éhan, ha hini hô merc’hed ;