Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
keinvanou jérémias.

gan̄d hô daouarn hô-unan ; n’hô deûz két doujet dremm ar ré gôz.

13. Gwall-c’hréat hô deûz é-ken̄ver ar baotred-iaouan̄k : hag ar vugalé a zô bét diskaret dindân ar c’hoat.

14. N’eûz mui a dûd kôz é-tal ar persier, nag a dûd iaouan̄k é strolladou ar ganérien.

15. Diaézet eo lévénez hor c’haloun ; hor c’hanaouennou a zô trôet é keinvanou.

16. Kouézet eo ar gurunen diwar hor penn : gwâ nî, râk péc’het hon eûz.

17. Râk-sé eo deûet trist hor c’haloun, dré- eo tévaléet hon daoulagad ;

18. O véza ma eo bét dispennet ménez Sion, ha ma réd al lern dré-z-han̄.

19. Hôgen té, Aotrou, a badô da-vikenn ; da drôn a choumô a rumm é rumm.

20. Pérâg éc’h an̄kounac’hii-dé ac’hanomp da-vikenn, hag é tilézi-dé ac’hanomp a-héd eûl lôd brâz a zeisiou ?

21. Distrô ac’hanomp, Aotrou, étrézég enn-od, hag é tistrôimp ; névez hon deisiou ével er penn-ken̄ta.

22. Hôgen hon distolet éc’h eûz pell ; brâz eo da frouden enn hon énep.