Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
levr ar profed jérémias.

nod a bell, hag é tenninn da wenn eûz a vrô da sklavérez ; ha Jakob a zistrôiô, hag a arzaôô, hag a iélô da vâd ; ha na vézô hini évid hé spoun̄ta.

28. Ha té Jakob va zervicher, n’az péz két a aoun, émé ann Aotrou, râg gan-éz émounn ; rak mé a zispennô ann holl vrôadou, é-touez péré em eûz da zistolet : hôgen té, n’az dispenninn két ; hôgen é kastizinn ac’hanod gan̄d habaskded, hag éc’h esperninn ac’hanod, ével pa vijez dinam.


————


XLVII. PENNAD


Disman̄tr brô ar Filistined.


1. Gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias ar profed, a-éneb ar Filistined, abarz ma oé kéméret Gaza, gant Faraon.

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu ann douréier a zâv eûz ann han̄ter-nôz, hag hî a vézô ével eur froud dic’hlann, a c’hôlôi ann douar, ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar géar ha kémen̄d a choum enn-hi ; ann dûd a c’harmô, hag ar ré holl a vézô war ann douar a iudô,

3. Enn abek da drouz hé armou hag hé vrézélidi, enn abek da géflusk hé girri, hag al lôd brâz eûz hô rôdou. Ann tadou n’hô deûz két sellet oud hô bugalé, ker gwan é oa hô daouarn.

4. O véza ma eo deûet ann deiz é pehini é vézô dispennet ann holl Filistined, ha ma vezô kaset-da-gét Tir ha Sidon, ha kémen̄d a oa deûet va skoazel ; râg ann Aotrou en deûz gwastet ar Filistined, dilerc’h énézi ar C’happadosia.

5. Gaza zô deûet da véza moal (T) ; tavet eo Askalon, hag ann dilerc’h eûz hé draon̄ien ; bété pégeit en em skéji-dé ?

6. O klézé ann Aotrou, bété pégeit na arzaôi két ? Distrô enn da c’houin, iéna, ha tâv.

7. Pénaoz éc’h arzaôfé, pa en deûz ann Aotrou rôet hé c’hourc’hémenn d’ézhan̄ a-éneb Askalon, hag a-énep aod ar môr, ha ma en deûz lavaret d’ézhan̄ pétrâ da ôber.


————


XLVIII. PENNAD


Diougan a-énep Moab.


1. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel, diwar-benn Moab : Gwâ war Nabo, râg gwastet eo bét ha mézékéet ; keméret eo bét Kariataim : mézékéet eo bét, krénet é deûz ar géar gré.

2. N’en em veûlô mui Moab eûz a Hesébon ; hî hô deûz mennet droug enn hé énep. Deûit, ha dispennomp-hi eûz a douez ar boblou ; tével éta ar rî, hag ar c’hlézé a iélô war da lerc’h.

3. Eur garm a zâv eûz a Oronaim : eur gwastadur, hag eunn dispennadur brâz.

4. Dispennet eo Moab ; deskit d’hé vugaligou ôber garmou.

5. Enn eur geina é piño dré grec’hien Luit ; ô véza ma hô deûz klévet ann énébourien hé iudérez é dinaou Oronaim.

6. Tec’hit, savéteit hoc’h énéou, ha bézit ével ar brûg enn distrô.

7. Râg ô véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s enn da gériou kré hag enn da den̄zoriou, é vézi ivé kéméret ; ha Kamas a iélô é sklavérez, hag hé véléien, hag hé brin̄sed ivé.

8. Ar preizer a zeûi é pép kéar ; kéar é-béd na vézô espernet ; ann traon̄iennou a vézô preizet, ar c’hompézennou a vézô gwastet ; râg ann Aotrou en deûz lavaret kémen̄t-sé.

9. Rôit bleun̄ da Voab, râg é-kreiz hé skéd éz ai-kuît ; hé gériou a vézô didûd, ha na hellô dén choum enn-hô.

10. Milliget ra vézô ann hini a râi labour ann Aotrou gan̄d disléalded : ha milliget ra vézô ann hini a zistrôi hé glézé diouc’h ar goad.

11. Strujuz eo bét Moab adaleg hé iaouan̄ktiz, hag eo bét arzaôet war hé lec’hid ; né ket bét dinaouet eûz a eul léstr enn eul léstr all, ha né két