Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
levr ar profed jérémias.

Né két gwîr, na dec’hann két étrézég ar C’haldéed. Hôgen Jérias na zélaouaz két Jérémias ; kregi a réaz enn-han̄, hag her c’hasaz dirâg ar brin̄sed.

14. Ar brin̄sed péré dôa droug a-énep Jérémias, a lékéaz hé ganna, hag hé c’hâs er vâc’h a ioa é tî Jonatan ar skrivañer ; râg hén̄ eo a oa da vérer war ar vâc’h.

15. Jérémias éta ô véza bét lékéat enn eur vac’h zoun ha téval, a choumaz énô meûr a zervez.

16. Hôgen ar roué Sédésias a gasaz évid hé denna ac’hanô ; hag hén̄ a réaz goulénnou out-han̄ é-kûz enn hé dî hé-unan, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha bez’ éz eûz gér a berz ann Aotrou ? Ha Jéremias a lavaraz : Béz’ éz eûz ; hag ével-henn é lavar : Etré daouarn roué Babilon é vézi rôet.

17. Ha Jérémias a lavaraz d’ar roué Sédésias : Pé zroug em eûz mé gréat enn da énep, a-énep da zervichérien, pé a-énep da bobl, ma ounn bét lékéat er vâc’h ?

18. Péléac’h éma hô proféded, péré a ziougané d’hé-hoc’h, ô lavarout : Na zeûiô két roué Babilon enn hoc’h énep, nag a-éneb ar vrô-man̄ ?

19. Sélaou éta ac’hanoun bréma, mé az péd, Aotrou va roué : Ra vézô hétuz va féden dira-z-od, ha na laka két va c’hâs adarré da vac’h tî Jonatan ar skrivañer, gan̄d aoun na varvchenn énô.

20. Ar roué Sédésias a c’hourc’hémennaz éta ma vijé lékéat Jérémias é porched ar vâc’h ; ha ma vijé rôet d’ézhan̄ bemdez eunn dorz vara, gan̄t boéd all, kén na vijé débret ann holl vara eûz a géar ; ha Jérémias a choumaz é porched ar vâc’h.


————


XXXVIII. PENNAD


Jéremias a rô ali da Zédésias d’en em lakaad étré daouarn ar C’haldéed.


1. Hôgen Safatias, mâb Matan, ha Gédésias, mâb Fassur, ha Juchal, mâb Sélémias, ha Fassur, mâb Melc’hias, hô dôa klévet ar gériou en dôa lavaret Jérémias d’ann holl bobl, ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Piou-bennâg a choumô er géar-man̄ a varvô gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen ; hôgen néb en em dennô étrézég ar C’haldéed, a vévô ; hag hé éné a vézô dieûb ha béô.

3. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ar géar-man̄ a vézô rôet évit-gwîr étré daouarn armé roué Babilon ; hag hén̄ hé c’hémérô.

4. Neûzé ar brin̄sed a lavaraz d’ar roué : Laka da laza ann dén-zé, nî az péd ; a-ratoz é teû da wana daouarn ann dûd a vrézel a zô choumet er géar-man̄, ha daouarn ann holl bobl, ô komza out-hô enn doaré-zé. Râg ann dén-zé na glask két eûr-vâd ar bobl-man̄, hôgen hé reûz.

5. Hag ar roué Sédésias a lavaraz : Chétu éma-hén̄ étré hô taouarn ; râk né vé két reiz é tinac’hfé ar roué eunn dra-bennâg ouz-hoc’h.

6. Hî éta a géméraz Jérémias, hag a daolaz anézhan̄ é bac’h zoun Melc’hias, mâb Amélec’h, a ioa é porched ar vâc’h ; hag hî a ziskennaz Jérémias gan̄t kerdin er vâc’h zoun, é péhini né d-a két a zour, hôgen fan̄k, ha Jérémias en em gavaz er fan̄k.

7. Hôgen Abdémélec’h Étiopiad, spâz é tî ar roué, a glévaz pénaoz hô dôa lékéat Jérémias er vâc’h zoun : ar roué a oa neûzé war hé drôn é-tâl porz Ben̄jamin.

8. Hag Abdémélec’h a zeûaz er-méaz eûz a dî ar roué ; hag a gomzaz out-han̄, ô lavarout :

9. Aotrou, va roué, ann dûd-zé péré hô dôa gréat kémen̄d a zrouk da Jérémias ar profed hô deûz c’hoaz gréat gwasoc’h d’ézhan̄, ô teûrel anézhan̄ er vâc’h zoun, évit ma varvô énô gan̄d ann naoun ; râk n’eûz mui a vara é kéar.

10. Neûzé ar roué a c’hourc’hémennaz da Abdémélec’h ann Étiopiad ô lavarout : Kémer ac’hann gan-éz trégon̄t dén, ha tenn Jérémias ar profed eûz ar vâc’h zoun, abarz ma varvô.

11. Abdémélec’h éta ô véza kéméret ann dûd-zé gan̄t-han̄, a iéaz é tî ar