Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
CHANSONS BRETONNES.
— Lezet anhê, ma c’hoar Dunvel,
Da drouc-parlant pé da déwel ;
Wit me a bédo éwit-hê ;
Na vô collet hini anhê.
V
P’oa ho finnijen achuet,
Eun Elic a zo diskennet,
Eun Elic a zo diskennet,
D’rei da bep hini he venned[1] ;
D’rei da hep hini he venned,
Ha dre Dunvel ’n eus commanset :
— Setu eur wialennic wenn.
Heuillet-hi en hent penn-da-benn ;
’Lec’h ho kwialen a bozo,
Eno, Dunvel, c’hui a chommo.
Eno, Dunvelic, a chommfet,
Hac he pénity vô zavet.
Ann El, goudè m’hen eus laret,
Dre Vinic hen eus poursuvet :
— Dalet, Minic, eur wialen,
Et ganthi en hent penn-da-benn,
Lec’h ho kwialen a bozo,
Eno, Minic, c’hui a chommo,
Eno ’ta, Minic, a chommfet,
Hac ho pénity vô zavet.
- ↑ Proprement : vœu, souhait, désir.