Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

« Ne d-eo netra, netra e-bed, eme ann den iaouank, hag ho madelez evid-oun a zo re vraz. Evel am beuz bet lavaret d’e-hoc’h c’hoaz, ar c’hlemmou-ze a glevit gan-en, red eo ma laoskfenn anezho pa vezann kousket, rak evel ma tihunann, n’em beuz ket eur zonj euz a netra e-bed. » — Gevier a lavare evel-se ha fall a rea nac’h, rak mar en divije bet lavaret penn-da-benn kement a voa o c’hober poan-spered d’ezhan, pell a zo e vije bet diboaniet ha dinec’het.

Ar prins evelato a wele er-vad e kuze he vignoun eunn dra-bennag out-han pell a voa, rak kastiza a rea bemdez ha deut e voa ken treud hag eur skoul. Map ar Roue, evit gou zout ar wirionez, a lakeaz ober eunn alc’houez da zigeri dor kampr paotr Breiz ; hag eunn nosvez, a-greiz ma ’z edo he-man oc’h hirvoudi gwasa adarre, patrom he c’hoar gant-han enn he zourn, ar prins a ia goustad war zoliou he lerou da gaout ann nor, a zigor anezhi enn eunn taol hag a wel he vignoun beuzet enn he zaelou, o sellet oc’h eunn dra-bennag a stlapaz dioc’h-tu dindan he wele. — « Petra a voa gan-e-hoc’h aze, enn ho tourn, eme-z-han, ha perak ho peuz-hu hen taolet dindan ho kwele ? Me a rank gwelet petra eo, rak brema eo anat d’in ne lavarit ket ar wirionez atao. » — Setu ma rankaz Herri neuze kemeret skouer he c’hoar ha diskouez anezhan d’ar prins iaouank. — « Patrom piou eo he-man, eme vap ar roue, mantret o welet peger kaer e voa ? Lavarit d’in da vihana ar wirionez enn dro-ma ? » — « Patrom va c’hoar, eme ar Breizad ; hiviziken, ne dalv ket d’in nac’h ouz-hoc’h netra euz ar pez a guzenn a-raok. Dre ma karac’h kalz ac’hanoun, e kave d’in n’ho pije ket va lezet birviken da vont kuit diouz-hoc’h ; koulskoude em boa doan leiz va c’haloun, ha ma klevac’h ac’hanoun oc’h hirvoudi hag o ouela evel a reann, e voa dre na c’hellenn ket distrei da welet va c’hoar. Setu perak. Va zad, a-raok mervel, en devoa lavaret d’e-omp hon daou choum ann eil gant egile ; evelato, me a

5