Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —


Diskan
    Itron vat santez Anna, c’houi ’zo nerz Breiz-Izel,
    Hon skoazell e pep amzer, er peuc’h hag er brezel ;
    An holl Vretoned, amañ, a gan a-greiz kalon,
    Ha war douar, ha war vor, meuleudi d’eoc’h, Itron.

  1. C’houi hepken ’touez ar mammou ’ch eus lakaet er bed
    Eur bugel gant he c’hrouer, a-raok genel, karet :
    C’houi ’zo Mamm da Vamm Doue, da Vamm ar gristenien,
    Ho merc’h a zo Rouanez an holl grouadurien.

  2. Pa oa ganeoc’h en ho ti, Mari d’eoc’h a blege,
    Pa lavarec’h eur gerig, raktal hi selaoue ;
    N’eo na bouzar nag amzent, en Nenvou, war he zron
    Teneroc’h eget biskoaz eo breman he c’halon.

  3. Evel Mari ha Jozeb, pa gomzit ouz Jezus,
    E anvit e gwirionez ho Mab karantezus :
    An dud a gar o mamm-goz, c’houi ’zo mamm-goz ive(z),
    Ha Mab ho Merc’h a zo gwir den ha gwir Doue.

  4. Eürus dreist an holl boblou ar bobl a Vreiz-Izel,
    O kaout evit Patronez eur santez ken uhel !
    Keit ha ma talc’ho ar mor da c’houriza hon bro,
    E Breiz, dre skoazell Anna, ar Feiz start a chomo.

  5. N’eo ket a-walc’h d’ar c’hristen anavout ar wir Feiz :
    Ne deo nemet eur barr sec’h, hep karantez ’n e greiz ;
    Anna, deskit d’imp karout Jezuz hag ar Werc’hez,
    Ha ganti da virviken bezit hon Rouanez.

(Tennet eus Levr an Ao. Gwillouzig.)




N° LXXVII. — Itron santez Anna.
Ton : LXXV.


Diskan

Itron Santez Anna,
Mamm-goz ar Vretoned,
Grit ma vimp dreist pep tra
Gwir gristenien bepred.

1

’Vidomp eun enor kaer,
Eur joa dispar, ive(z),
Anna deut d’hôn c’hemer
Evit he bugale.

2

’Vidomp he deus Anna
Ar garante vrasa,
Hag evidomp e ra
He burzudou kaera.

3

Anna ’vit ar re glanv
A zo eur gwir rekour. ;
O foaniou ’gavont skanv
Pa deurvez o sikour.

4

Pet gwech he deus rentet,
O, madelez dispar !
D’an den dall, ar gweled,
Ar c’hleved d’ar bouzar.

5

Pet gwech e-kreiz ar mor
’Deus roet a-greiz-holl
Avel vat ha goudor
D’an dud o vont da goll.

6

Rak-se ’ta pa savo
Ar mor e houlennou.
D’ezi, m’o diwallo,
Gouestlit ho kalonou.

7

Pa zeuio d’o samma
Poan gorf pe boan spered.
Pedit Santez Anna
Hag ho po ar yec’hed.

8

Tud yaouank, ma vennit
Mont e servij Doue
Diganti goulennit
Terri d’eoc’h pep fouge.

9

Pedit, c’houi, mammou ker,
Evit ho pugale ;
Warni kemerit skouer,
Hi ’zo bet mamm, ive(z).

10

Ar gwerc’hezed ganti,
Sur, a vo selaouet :
Mamm ar Werc’hez Vari
A gar ar Gwerc’hezed.