Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —


  1. Ar martolod en e vagig
    Ho salud gant eur galon laouen
    D’al labourer en e barkig
    Ez oc’h gwerc’hez ar Werelaouenn.

Diskan
    C’houi a zo eur vamm garantezus
    Bepred mat evit al labourer
    Bezit outan trugarezus,
    Pep degouez hag e pep amzer
    E pep degouez hag e pep amzer.

  1. Doue, e galon ken tener,
    Madelezus ’vit e vugale,
    Dre wir vurzud en o c’henver,
    O gwisk hag o mag da bep mare ;
    Met ar c’haera eus e vurzudou
    Drezi holl c’hrasou an Aotrou.
    A vez bemdez d’imp holl kinniget. (2 w).

  2. Hada ’reomp ’n hon douarou
    Ar greun gant hon c’houezenn distrempet,
    Met alies hon trevadou
    A vez gant gwall timzer dispennet ;
    Pellait pep droug, pep gwalenn,
    Ni hoc’h asped, diouz hon tiegez,
    Hag e lavarimp d’eoc’h, laouen,
    Mil bennoz evit ho madelez. (2 w).

  3. Gant bodekou hon parkeier,
    En o zouez bleun roz ha bleun lili,
    E unanimp hon moueziou gredus,
    O Mamm dener, evel n’eus hini.
    Ha pa ’z omp d’eoc’h gwir vugaligou,
    E unanimp hon moueziou gredus,
    Gant richan an evnedigou,
    Da gana d’eoc’h, Mamm drugarezus. (2 w).

  4. Pa son ar c’hloc’h an Anjeluz,
    E seblant d’imp klevout an aelez,
    O kana en Nenvou skedus :
    « Ni ho salud, c’houi, Mamm ha Gwerc’hez ».
    Teurvezit selaou hon pedennou,
    Skuilhit war hon labour ho pennoz ;
    Hag e ve kalet hon planedenn,
    D’eoc’h, gloar meuleudi bemdez, bemnoz. (2 w).

  5. Pa zeu miz Mae, miz ar bleuniou,
    E kan ar maeziou gant levenez :
    Pegen brao beza en Nenvou,
    E-kichen Rouanez an aelez.
    O Mari, e-kreiz hon trubuilhou,
    Grit ouzimp eur sell leun a druez,
    Hag e kanimp meuleudiou
    D’eoc’h, Mamm vat, betek fin hon buhez. (2 w).

  6. An amzer buan a dremen,
    Pe vez yen-skourn, tomm-skaot pe glouar ;
    Ken buan hag eul luc’hedenn,
    ’tremen ar vuhez war an douar. !