Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —



  1. Kinnig ’ran c’hoaz ar « Sakrifis »
    ’Vit hon Mamm santel an Iliz,
    Ma trec’ho dre-holl er brezel
    Graet a bep tu d’an Aviel.

  2. Bremasouden, ô ma Salver,
    E tiskennot war an Aoter ;
    Kargit a feiz krenv ma ene,
    Ha ma c’halon a garante(z).

  3. Ho pet sonj, c’houi Gwerc’hez Vari,
    Hoc’h eus e c’hanet ’vidomp-ni,
    Taolit ’ta warnan ha warno(u)n
    Eur sell a vamm, sell ar galon.


N° III. — An “ Adoro te ”.
Ton : Adoro te.


  1. M’hoc’h ador gant doujans, o Doue kuzet,
    A chom aman gwir-mat en osti sakret ;
    Holl, d’anzav oc’h enni e pleg ma c’halon,
    Hep gortoz kompren eur mister ’zo ken do(u)n.

  2. Lagad, dorn ha genou a fazi ama,
    Met ’dal m’hoc’h eus komzet, me gred hep krena(n) :
    Penaos ne gredfen ket lavar Mab Doue ?
    Gwiroc’h ’vit e gomz n’eus ket eur wirione(z).

  3. Er groaz en em guzec’h ’vel Doue hepken ;
    Aman ez oc’h kuzet ’vel Doue ha den :
    C’houi, ma Salver Jezuz, C’houi eo koulskoude,
    Ha gant feiz al laer mat ho pedan ive(z).

  4. Gouliou ho korf sakr Tomaz o gwele ;
    Hep gwelout me ho kalv ma Mestr, ma Doue,
    Grit ma kresko em ene ar feiz bemdez,
    Koulz, vel an esperans, hag ar garantez.

  5. Osti a zegas sonj eus maro Jezuz,
    Bara leun a vuhez, d’am ene magus,
    Bezit c’houi ma bevans, ha grit d’am spered
    Kavout ennoc’h blaz mat, blaz Doue bepred.

  6. Pellikan truezus, ma Zad, ma Aotrou,
    Am gwalc’hit en ho kwad diouz ma fec’hejou :
    Eur strink hepken a c’hall gwalc’hi holl ar bed,
    A gement pec’hed a zo hag a zo bet.