Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —


  1. O Gwerc’hez Vari leun a druez
    M’ho ped da zerc’hel sonj bepred
    Penaos biskoaz den en e vuhez
    N’en deus na gwelet na klevet
    Ho pije dilezet hep skoazell
    Hini a gement a zeue
    D’en em wouestla d’eoc’h betek mervel
    Daoust pegen bras pec’her vije

  2. Nann, biken ne c’houllfec’h dilezel
    Neb a zeu gant fizians ennoc’h
    Da guzat dindan ho tiouaskell
    Ha d’en em erbedi ouzoc’h :
    Hirie em c’halon ar fizians-se,
    O Gwerc’hez, Mamm, ar Gwerc’hezed,
    E teredan davedoc’h ive(z),
    Gant ho madelez gounezet.

  3. Oc’h hirvoudi dirazoc’h aman,
    Pa ’z eo glac’haret ma c’halon,
    Evit ar wech-man c’hoaz e kredan
    Ho pedi da gaout ma fardon :
    Pa ’z oc’h gwir Vamm ma Salver Jezuz,
    Na zisprizit ket ma fedenn,
    Grit c’hoaz ouzin eur sell truezus,
    M’ho ped, roit d’in ma goulenn.

Diskan.
    O Gwerc’hez Vari leun a druez,
    M’ho ped da zerc’hel sonj bepred
    Penaos biskoaz den en e vuhez
    Ganeoc’h ne deo bet dilezet.