Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —


  1. C’houi hoc’h eus dihahet an danve(z)
    A vev em izili breman ;
    C’houi hoc’h eus krouet d’in ma ene,
    ’vit m’hoc’h anavezin gantan ;
    Ha goude ken espar donezon,
    Hoc’h eus graet eur burzud nevez :
    Kuzet hoc’h eus ennoun eur galon,
    Ma c’hallin ho karout ivez. (2 w.)

  2. Kemeret hoc’h eus bet en hon touez
    Daouarn da c’houren ouz Satan,
    Daoulagad da glask e-mesk an drez
    An denved touellet gantan ;
    Diouskouarn ’vit klevout hon c’hlemmou,
    Eur vouez da rei d’imp ali mat,
    Hag evit poueza hon ezommou,
    Eur galon domm ha leun a wad. (2 w.)

  3. Lein ar C’halvar a zo bet ruziet,
    Gant gwad Jezuz a zistrilhe
    Dre bemp gouli truezus-meurbet
    Toullet a-hed ar vammen-se.
    O pegen kriz gwelout eun Doue
    Stag ouz eur groaz etre daou laer
    N’eo ket an tachou houarn ho talc’he,
    Met ho karantez ’n hon c’henver. (2 w).

  4. Na pegeit so en hon ilizou,
    E-teuit seul gwech m’ho kalver ;
    Ha ’vel an aelez en Nenvou,
    En em blijit war an Aoter