Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 202 —

Jezuz-Krist, leun a c’hloar o sevel eus ar bez hag o pignal d’an Nenv, ni a ginnig d’eoc’h eus ho tonezonou ha madoberou eun Osti glan, eun Osti santel, eun Osti dinamm, Bara santel ar vuhez eternel ha kalir ar silvidigez peurbadus.

Plijet ganeoc’h, o ma Doue, sellout gant madelez ouz ar profou-man, hag o digemer evel m’hoc’h eus digemeret profou ho servijer Abel, an den fur, ha sakrifis hon Tad Abraham hag ivez an hini a ginnigas d’eoc’h ho peleg bras Melkisedeg, eur sakrifis santel hag eun Osti pur.

Ar beleg, stouet izel, a lavar :

Ni ho ped, Doue holl-c’halloudek, grit ma vo douget ar profou-man, dre zaouarn hoc’h Ael santel, war hoc’h Aoter en Nenv dirazoc’h, evit ma c’hallfomp, ni holl hag hon do bet lod, ouz an Aoter-man, e Korf hag e Gwad sakr ho Mab, beza binniget ganeoc’h ha karget a c’hrasou. Dre Jezuz-Krist hon Aotrou. Evelse bezet graet.

Pedomp aman, a-unan gant ar beleg, evit an Anaon.

Ho pet sonj ivez, Aotrou, eus ho servijerien ha servijerezed, (…N… N…) a zo aet en hon raog diouz ar bed- man, gant merk ar Feiz, hag a gousk e peuc’h ganeoc’h.

Ar beleg a chom eur pennadig evit erbedi (rekomandi) da Zoue an eneou tremenet.

D’ar re-man, Aotrou Doue, ha d’ar re a zo maro e karantez hon Salver, reit al lec’h a freskadurez, a sklaerder hag a beoc’h. Dre J.K. hon Aotrou.

Ar beleg a bed evitan e-unan hag evit ar re a zo en Oferenn, hag en eur skei war boull e galon e lavar :

D’imp-ni ivez, pec’herien gaez, ho servijerien a esper hepken en ho madelez ken bras, teurvezit rei eun tamm lod eus an Nenv, war eun dro gant hoc’h Ebestel ha merzerien santel, Yann, Stefan, Mathias, Barnabe, Ignas, Aleksandr, Marsellin, Per ; Felisite, Perpetua, Agatha, Lusia, Agnez, Sesilia, Anastasia, hag an holl sent ; ni ho ped, lakait ac’hanomp gantê er Baradoz, o Doue leun a drugarez, daoust na veritomp ket.

Dre Jezuz-Krist hon Salver. — Drezan, o ma Doue, e krouit, e santelait, e vinnigit, e lakait beo, hag e rôit d’imp ar profou-man.