Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 197 —

en deus prizet kemer hon natur, Jezuz-Krist, ho Mab, hon Aotrou a vev hag a ren ganeoc’h hag ar Spered Santel.

Evelse bezet graet.

Ar beleg a ginnig ar c’halir, e kreiz an Aoter :

Ni a ginnig d’eoc’h, Aotrou, ar c’halir-man a silvidigez, hag e pedomp ho madelez, evit ma pigno dirazoc’h, evel c’houez vat an ezans, evit hon silvidigez ha silvidigez ar bed-holl. Evelse bezet graet.

Ar beleg, eun tammig stouet, hag ar gristenien gantan, en em ginnig ivez da Zoue, dre ar bedenn-man :

Gant eur spered izel hag eur galon c’hlac’haret, ni a c’houlenn diganeoc’h, Aotrou Doue, hon digemer, evit ma vo graet hon sakrifis hirie dirazoc’h, diouz plijout d’eoc’h, Aotrou Doue.

Ar beleg, en eur ober sin ar groaz war ar bara hag ar gwin, a ra ar bedenn-man d’ar Spered Santel :

Deuit, Spered holl-c’halloudek, Doue eternel, ha binnigit ar sakrifis-man graet evit enori hoc’h ano.


LAVABO

Ar beleg, e tu dehou d’an Aoter, a walc’h e zaouarn, evit merka pegen glan ha didamall e tleer beza evit tostaat ouz Doue ; gant ar beleg, lavaromp ar bedenn- man :

Me a walc’ho ma daouarn e-touez an dud santel, hag en em lakaio en-dro d’hoc’h Aoter, Aotrou Doue.

Ma klevin kana ho meuleudi, ha ma c’hallin diskleria hoc’h oberou burzudus.

Aotrou, me am eus karet ho ti koant, al lec’h ma oc’h en ho kloar,

Na gollit ket ac’hanoun gant an dud fall, o ma Doue, na rit ket d’in evel d’an dud a gar laza,

A zo leun o daouarn a dorfejou, hag o dorn dehou o kinnig donezonou.

Evidoun-me, em eus dilezet ar pec’hed ; ma saveteit, hag ho pet truez ouzin.