Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 194 —


PEDENN

E tu dehou d’an Aoter, ar beleg a lavar : Oremus : Pedomp. —An holl a dle pedi gant ar beleg.

Lavaret ar beden, ar responter a lavar : Amen.

Neuze ar beleg a lenn eur pennad skritur sakr eus an Testamant koz pe eus liziri an Ebestel. Ar c’holist, d’ar fin, a respont : Deo gratias.


PEDENN

A-raok mont e tu an Aviel, ar beleg stouet izel dirak an Aoter, a ra ar bedenn-man :

Netait ma c’halon ha ma muzellou, Doue Holl-C’halloudek, c’houi hag hoc’h eus netaet muzellou ar profet Izaiaz gant eun tamm glaou ruz-tan. En ho trugarez, lakait kaer ma ene, ma c’hallin diskleria, evel m’eo dleet, hoc’h Aviel santel.

Dre Jezuz-Krist hon Aotrou. Evelse bezet graet.

Binnigit ac’hanoun, me ho ped, Aotrou.

Ha vo Doue em c’halon ha war ma muzellou, ma c’hellin diskleria e Aviel en eun doare dereat. Evelse bezet graet.


AVIEL

Ar beleg a salud ar gristenien gant an « Dominus vobiscum » ; hag an holl a dle respont : « Et cum spiritu tuo ». — Ar beleg a ra sin ar groaz war levr an Aviel, war e dal, e vuzellou hag e galon, en eur lavarout : « Sequentia (pe initium) Sancti Evangelii secundum (aman ano unan eus ar pevar avieler : Maze, Mark, Lukas pe Iann), hag ar gristenien, ’n o sav, dre zoujans evit komzou Doue, a ra ivez warne o-unan, an tri sin ar groaz, evel ar beleg. An Aviel a zo ar gelennadurez rôet d’imp gant Jezuz-Krist e-unan.

Ar c’holist a respont : Gloria tibi Domine.

Pa vez echu kan an Aviel ar beleg a bok d’al Levr, hag a ra ar bedenn-man :

Dre gomzou sakr an Aviel, ra vo lamet d’imp hon fec’hejou. Amen.