Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Evit klevout mat an Oferenn
————


AN OFERENN
————


Petra eo an oferenn ?

An oferenn eo ar sakrifis eus korf ha gwad hon Salver Jezuz-Krist kinniget da Zoue dindan ar spesou a vara hag a win.

Ar beleg, d’ar gorreou, a lavar, en ano Jezuz-Krist : « An dra man eo ma c’horf ; ha, warlerc’h : an dra-man eo ma gwad ». Kerkent, ar bara hag ar gwin a zo chenchet e korf hag e gwad Jezuz-Krist.

An oferenn, eta, a zigas d’imp sonj eus sakrifis ar Groaz, hag ouspenn, an oferenn eo ar sakrifis-se graet a-nevez. Evit petra ? Evit rei tu da bep unan da gaout lod eus ar madou gounezet d’an holl dre sakrifis ar groaz.

N’eus netra ken kaer na ken talvoudus hag an oferenn. Rak-se, lavaromp hon oferenn, war eun dro gant ar beleg, gant eur feiz krenv hag eur garantez vras.

Pedennou an Oferenn

En oferenn e kaver daou seurt pedennou.

1° Al lodenn vrasa ’vez lavaret n’eus forz peseurt Oferenn a vez graet.

2° Al lodenn all a vez dishenvel bep sul ha bep gouel : da lavarout eo : an Introït, Ar bedenn, kentel an Abostol, kan an Alleluia, pe Graduel, Aviel, Ofertouer, Pedenn a vouez izel, Prefas, Komunion, Pedenn goude ar Gomunion. Aman e kavfet an holl bedennou-se, pep-hini en he flas, an eil warlerc’h eben.

C’houec’h lodenn an Oferenn

1a lodenn : Pedennou ar Gonfiteor e traon an Aoter betek an Introit.