Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 185 —


N° CXXXVI. — Beleg da viken.
Ton : CXIII


  1. Eus an Arvor, ar Menez deredet gant dudi,
    Kanomp hirie da Zoue, kanomp e veuleudi.
    Eun deiz kaer evel heman, deiz eun oferenn nevez
    A zo eun deiz a vennoz paret war eur barrez.

Diskan


    Bennoz, bennoz d’eoc’h Jezuz, ha mil gwech trugarez
    Evit an enor dispar hoc’h eus graet d’hon parrez ;
    O tont enni da zibab hag enni da c’hervel
    ’Vit sevel ouz an Aoter, adarre eur bugel.

  1. Evit ober eur beleg, Doue, d’ar Vadeziant
    A verk gant e zourn santel ar bugel ’zo d’e c’hoant
    Ha dre ma kresk en oad, e skiant, e furnez,
    Aked an Aotrou warnan a gresk ivez bemdez.

  2. Evit ober eur beleg, Doue, d’ar bugelig,
    A laka eur vamm gristen e-tal e gavellig,
    Eur vamm a oar luskellat ervat he bugale
    E karantez ar Werc’hez, e karantez Doue.

  3. Evit ober eur beleg, Doue, gant plijadur,
    Abred a ro da glevout e c’halv d’ar c’hrouadur ;
    Hag ar bugel dibabet, sentus ouz mouez Doue,
    A lavar a-greiz kalon : « D’eoch ’oun korf hag ene. »

  4. Neuze, tennet eus ar bed, lakaet er sioulder,
    Ar bedenn hag ar studi, pell a vez e breder…
    Eun deiz, deiz a levenez, e weler war e benn
    Dourn an Eskob astennet… Beleg ’eo da viken !

  5. Skuilhit, Jezuz, ho pennoz war ho peleg yaouank ;
    Lezit warnan ho krasou da redek puilh ha stank…
    Ar beleg eo ho kannad, mignon hon eneou,
    Hoc’h eus karget d’hon hencha betek porz an Nenvou.

  6. Ar beleg en e zourn sakr a zoug alc’houez an Nenv,
    Gant e gomz, hon ene klanv a zeu nerzus ha krenv.
    O burzud dreist pep burzud ! d’e gomz Jezuz zoken,
    Eus uhelded an Nenvou, davetan a ziskenn.