Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 179 —



  1. Ar beleg, ho kerent, hag ho mignoned ive
    Test eus ho ker roet, evidoc’h a bed Doue,
    ’Vidoc’h e c’houlennont bemnoz iec’hed ha furnez,
    ’Vit ma c’hallfet bepred ren ervat ho tiegez.

  2. Eus lein ar Baradoz, hoc’h holl gerent tremenet
    Ema o sonj ennoc’h da zevez kaer hoc’h eured ;
    Klevit mouez ho Tadou a lavar a-berz Doue
    Penôz ’tleet beva ’vit kaout ar wir levene(z).

  3. Eürus ar re a vir doujans Doue ’n o c’halon
    Hag a heuilh e lezenn gant eur garantez wirion ;
    Eürus ar re ’laka o holl fizians en Nenvou
    Rak gant Doue hepken e kaver ar gwir vadou.

  4. Eürus ar priejou a labour e peb amzer
    Da virout etrezo lealded, peuc’h ha douster ;
    Etre ar priejou boked ar wir garantez
    Na dle biken goenvi met kaerat a ze(iz) da ze(iz).

  5. Jezuz, Mari, Joseb e tïegez Nazareth,
    Roet hoc’h eus d’an dud ar c’haera skouer zo gwelet
    Deskit d’an holl beva, eveldoc’h gant santelez
    Gant peuc’h hag eürusted, keït ma pado o buhez.

  6. Evit an daou bried, en Iliz-man daoulinet
    Ni ho ped, ma Doue, gant fizians ha gant aked ;
    Ni ho ped da rei d’ê buhez hir, kalz a c’hrasou,
    Eürusted er bed-man hag eürusted en Nenvou.




N° CXXXIII. — Kantig ar « Gonfirmasion ».
Ton  : LI


  1. Deiz ma C’honfirmasion, deiz, a joa d’am c’halon,
    Ar Spered-Santel a zeu gant e seiz donezon
    Eus an Nenvou da grenvaat d’in ma buhez kristen ;
    O deiz mil gwech eürus n’az ankouain biken.

  2. A bep seurt fallagriez ar bed a zo karget ;
    Dre-holl war hent ar vuhez e bechou a gaved ;
    Pa ne ro d’am daoulagad nemet falsklerijenn,
    Roit d’in, Spered-Santel, ho Furnez d’am c’helenn.

  3. Hi ’ray d’in anavezout gant gwir anaoudegez
    Petra ’dalv traou ar bed-man ’vit ma silvidigez ;
    Hi ’ray d’in c’hoaz labourat ’vit servija Doue,
    Ha beva leun a fizians da vont-d’an Nenv, eun de(iz).