Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —


  1. Diskennit eus an Neñvou, Sperejou eürus,
    Deut adarre da gana meuleudi da Jezuz ;
    Embannit e vadelez dre gantigou a c’hloar,
    Degemeret a-nevez ar peuc’h war an douar.

  2. Diwanet zo eur rozenn war wrizienn Izai,
    N’eus ket en hol liorzou eur vleunienn evelti ;
    Evel eur flourdilizenn savet e-kreiz an drez,
    Eus ar wezenn a bec’hed eo deut ar santelez.

  3. Ar Vamm he deus e c’hanet a zo anvet Mari,
    Ar c’haera eus an aelez zo nebeut dirazi ;
    Ar Spered-Santel en deus he choazet da bried,
    Evit beza Rouanez e palez an Drinded.

  4. Pelec’h o kaout hon Roue hon bo-ni levenez ?
    En eur palez alaouret pe ’n eur c’hastell nevez ?
    E Betleem, e klevan, e tle beza ganet…
    En eur gêrig ken dister n’ez eus palez ebet !

  5. — « Selaouit, a lavare an ael d’ar bastored,
    An tu d’e anavezout setu d’eoc’h diskleriet :
    Ar bugel zo mailhuret en eur c’hraouig dister,
    War eun tamm plouz astennet, hennez eo ho Salver

  6. O tont da welout Jezuz, tud yaouank a weler
    O vale dre an hentou, gante o dilhad kaer :
    Mestr an holl binvidigez ganet er baourentez,
    A roy d’ezo eur gentel enep d’al lorc’hentez.

  7. C’houi, hudur-lous ho kalon, na zeuit ket aman.
    Rak, n’hall ket ho taoulagad divez sellout outan !
    Na savit ket ho sellou war e Vamm, ar Werc’hez,
    Tec’hit pell diouz al lec’h-man da ruzia gant ar vez.

  8. Deut c’houi, tud fur ha santel da domma ho krouer,
    Krena ra gant an anoued ar bugelig tener ;
    E lojit en ho kalon, klet-mat e vo eno,
    Gwell eget en eur palez, ganeoc’h en em blijo.

  9. Pe gentoc’h, tommit ho Mab, Mari, ouz ho kalon,
    Eno eman e balez, e aoter hag e dron :
    Ne gavo nemet eno an deneredigez
    He deus karantez eur vamm e kalon eur Werc’hes.

  10. Ar galon-se ken tener a ranno gant glac’har
    Pa ranko ho Mab Jezuz mervel war ar C’halvar :
    E holl wad dre bemp gouli a skuilho evidomp :
    C’houi ivez, Mamm druezus, bezit sonj ac’hanomp.