Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —


  1. Pa voe ganet Jezuz hon Salver,
    Mari e Vamm e vailhuras,
    E Betleem, en eur c’hraou dister,
    War eun tamm plouz e astennas.

Diskan.
    Gloria in excelsis Deo,
    Gloria in excelsis Deo.

  1. War ar maeziou edo pastored,
    War ar bale e-kreiz an noz,
    Evit diwall gwelloc’h o denved ;
    Dousik ha brao e oant war-gaoz.

  2. A-berz Doue eun ael a ziskenn,
    Hag a lavar d’ar bastored :
    « Bezit dinec’h, stankit hoc’h anken,
    Ma c’helou-me zo kaer meurbet.

  3. Ar Mesiaz d’an dud prometet
    Abaoe oar den pet mil vloaz,
    E kêr David zo nevez-ganet,
    Eno man war ar plouz, e noaz.

  4. D’e di, eur c’hraouig bihan dister,
    It, me ho ped da zaoulina ;
    It, dre garantez ouz ho Salver,
    D’e adori diouz ho kwella.

  5. Kerkent, en oabl aelez a-vandenn,
    A voe klevet o c’hantigou :
    Nijal ’raent ’kreiz eur sklaerijenn
    A bare a-us d’ar maeziou.

  6. Kanomp hirie evel an aelez,
    Meuleudi d’ar Mabig Jezuz,
    Da c’hortoz kana c’hoaz a-nevez,
    Ganto en o bro eürus.