Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —


  1. Petra zo henoz a-nevez
    Ma ’z eus dre-holl joa levenez ?
    Perak ez a a vandennou
    Ar bobl en noz d’an ilizou ?(2 w).

Diskan.
    Kanomp Nouel da Vab Doue,
    Ganet er c’hraou dre garante(z) ;
    Da Jezuz ha d’e vamm santel,
    Kanomp mil gwech Nouel, Nouel !

  1. Perak d’an eur a hantez-noz
    ’Son ar c’hleier e pep parroz ?
    Perak e lavar pep beleg
    Teir oferenn d’an Nedeleg ?(2 w).

  2. Pelec’h oc’h c’houi, Patriarked,
    Holl dud santel ha profeded ?
    Ez oac’h pell ’zo, oc’h hirvoudi,
    D’eoc’h eo breman ’n em frealzi. (2 w).

  3. Gloar da Zoue, tadou santel,
    Kanit ganimp Nouel, Nouel !
    Ar Mesiaz a zo ganet
    Gant eur Werc’hez, Mari anvet.(2 w).

  4. Mari a zo e gwirione(z)
    Gwerc’hez ha Mamm da Vab Doue.
    Mamm d’ar Salver voe prometet
    D’hon tad Adam ha d’e bried.(2 w).

  5. Eun ael eus an Nenv, en noz-se,
    D’ar bastored a lavare :
    « N’ho pet ket aon na spont ebet,
    Rak ganet eo Salver ar bed.(2 w).