Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —


  1. Kement a rit tad karantezus
    A gavan mat : Meulomp Doue !
    Ha dirazoc’h e vevan eürus,
    E gwir vugel : Meulomp Doue !
    M’hen goar ervad ho torn a grouer
    A ren pep tra, Meulomp Doue !
    Lavarout ’rin hed ma holl amzer :
    Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

  2. Diouz ar beure, dal ma tihunan
    E kanan ye : Meulomp Doue !
    E-pad an deiz dre ma labouran,
    Ma c’hanaouenn : Meulomp Doue !
    Pa led an noz tenval he mantell
    Us d’an douar : Meulomp Doue !
    Lavaran c’hoaz an diou gomz santel :
    Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

  3. Na glevit ket ’-kreiz al levenez,
    Ma mouez lavar : Meulomp Doue !
    Ha ma c’halon en dristidigez,
    A lavar c’hoaz, Meulomp Doue !