Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —



  1. Ra gennerzo Hon Salver Jezuz
    Sentus holl ouz lezenn Doue :
    Eürusted eur vro, he gwir mammenn,
    Eo kemer Jezuz da Roue.

  2. Ra gennerzo Hon Salver Jezuz
    An Iliz Santel e Bried,
    Ma beurdrec’ho er brezel spontus
    A vez graet d’ezi dre ar bed.

  3. Doue, mestr d’ar rouantelezou,
    Hag e Aviel o lezenn ;
    Pegoulz ’ta, poblou, gant ho mestrou,
    E plegot dirazan ho penn ?

  4. Bezomp kristen evel hon tadou.
    Lavaromp, Breiziz, a bouez penn,
    En eur gerzout holl war o roudou :
    Feal bepred ! Treitour, biken ! »




N° CIII. — Aman pell diouz an trouz.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 2=63
      \key g \major
      \override Rest #'style = #'classical
      \time 2/2
      g'2 fis4 g | a b a4. r8 \break
      g2 fis4 g | a b a4. r8 | a2 b4 a \break
      g8( fis) e4 fis d | \time 2/4 g2 | \time 2/2 a2 b4 a \break
      g8( fis) e4 fis d | g2. r4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      A -- man, pell diouz an trouz
      hag holl sa -- far ar bed ar mae -- ziou
      am c’he -- lenn ken -- koulz hag an ak --
      wi -- ta dok -- to -- red.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Aman, pell diouz an trouz
    Hag holl safar ar bed
    Ar maeziou am c’helenn kenkoulz
    Hag an akwita doktored.

  2. An douar a bourvez
    E vara d’ar poaniour ;
    N’e ro ket d’an den didalvez :
    N’eus ket a vara hep labour.