Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —

Diskan

Jezuz pegen bras vez
Plijadur an ene
Pa vev e gras Doue
Hag en e garantez. (2 w)

1

Berr ’kavan an amzer,
Hag ar poaniou, dister,
O sonjal deiz ha noz
E gloar ar Baradoz.

2

Pa sellan en Nenvou,
Etresek ma gwir vro,
Nijal di a garfen
Evel eur goulmig wenn.

3

Gant joa e c’hortozan
An tremen diweza(n)
Hast am eus da welet
Jezuz, ma gwir bried.

4

Kerkent ha ma vezo
Torret ma chadenno(u),
Me a savo en aer
Evel eun alc’houeder.

5

Tremen a rin al loar
Evit monet d’ar c’hloar,
Dreist an heol, ar stered.
Me a vezo douget.

6

Pa vin us d’an douar,
Traonienn leun a c’hlac’har,
Neuze me ray eur sell
Ouz ma Bro Breiz-Izel.

7

D’ezi me lavaro :
Kenavo d’it, ma bro ;
Nag a zaerou skuilhet
Ennout, bro vinniget !

8

Kenavo, da viken,
Paourentez hag anken,
Kenavo, pec’hejou,
Trubuilh ha klenvejou.

9

Pelloc’h ne zoujin ket
Ardou an droukspered :
Netra ken n’am sponto
Goude taol ar maro.

10

Goude taol ar maro,
Joaüs me a gano :
Torret eo ma chadenn,
Dizalc’h oun da viken.

11

A bep tu pa sellin,
Kement tra a welin
A ray d’am daoulagad
Ha d’am c’halon mil vad

12

Doriou ar Baradoz
Digor ouz ma gortoz ;
Ar sent, ar sentezed
War o zron azezet.

13

Me vo degemeret
E palez an Drinded
E-kreiz an enoriou
Hag ar meuleudiou.

14

Me ’c’hallo, evit mat,
Gwelout Doue an Tad,
Gant e Vab eternel,
Hag ar Spered-Santel.