Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —


  1. Selaouit, ma Jezuz, selaouet ouz ma fedenn,
    Mervel a zo spontus, em maro deut d’am difenn.

Diskan.
    Gwerc’hez Vari, ma mamm leun a druez
    Sikourit ma ene, pa vo echu ma buhez.

  1. Pa zeuy spes ar maro da sponta ma daoulagad,
    Ho karantez, Jezuz, en c’haIon deut da lakaat.

  2. Eun euz ’vit ma nesa, liou ar maro em c’herc’hen,
    Deut neuze, ma Jezuz, d’am frealzi, em c’hichen.

  3. Pa n’hallin ken klevout komzou an dud, ma Salver,
    Komzit ouz ma c’halon, gant ho mouez dous ta tener.

  4. ’vit ar wech diweza, pa lavarin : « Ma Jezuz ! »
    Selaouit, m’hoc’h asped, mouez ho pugel truezüs.

  5. Pa gouezo an daerou eus ma lagad o vervel,
    O binnigit, Jezuz, ’vit ma vint daerou santel.

  6. Pa welot ma c’halon hantervouget, o ranna,
    A garantez ’n ho kenver, deut, Jezuz, d’he zomma.

  7. Pa vo ret d’in kuitaat ma zraou ha ma ziegez,
    Bezit c’houi, ma Jezuz, ma mad, ma finvidigez.

  8. Ha pa zispartio ma c’horf paour diouz ma ene,
    Ma hirvoud diweza ’ginnigan d’eoc’h, ma Doue.

  9. Ha dirak ho lez-varn p’en em gavin, ma Jezuz,
    Teurvezit em c’henver beza holldrugarezus.

  10. Lakaat ran ma maro kenkouls hag ma holl vuhez,
    Etre daouarn Jezuz hag e Vamm leun a druez.