Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —


  1. Evit beva gant levenez
    N’eus ket ezomm aour na perlez ;
    Nag eur c’hastell a ve savet
    E gern betek bro ar stered
    Dindan ar soul en eul lochenn,
    Ar paour a c’holl c’hoarzin laouen :
    Evit beva gant levenez,
    Karit Jezuz hag ar Werc’hez.

  2. Evit beva gant levenez
    N’eus ket ezomm aour na perlez ;
    Hag ho pefe holl vel leve
    Leon ha Treger ha Kerne,
    Gant ho tanvez ne brenfet ket
    Eun hanter-devez eurusted :
    Evit beva gant levenez,
    Karit Jezuz hag ar Werc’hez.

  3. Evit beva gant levenez
    N’eus ket ezomm aour na perlez ;
    Kalon an den, a zo c’hoantus,
    P’en deus bet gwenn, e c’houlen ruz,
    Pa ve sec’hour e c’houlen glao…
    Eun dra benag a vank atao :
    Evit beva gant levenez,
    Karit Jezuz hag ar Werc’hez.

  4. Evit beva gant levenez
    Karit Jezuz hag ar Werc’hez.
    Eurus, Eurus eo an hini
    Zo da Jezuz ha da Vari ;
    Gant Jezuz hag e Vamm Santel
    Mad eo beva, dous eo mervel :
    Evit beva gant levenez,
    Karit Jezuz hag ar Werc’hez.