Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —



  1. Sellit ouz hoc’h ene, gant truez,
    Gouelit druz war ho pec’hejou.
    Hag eus holl dechou fall ho puhez,
    Torrit raktal ar chadennou.

  2. Betek breman hoc’h eus baleet
    En hentou ledan ar pec’hed,
    E meur a riskl bras en em gavet,
    Ha koulskoude ne grenec’h ket !

  3. En eur stad ken trist, ken ankenius.
    Taolit evez ouz hoc’h ene ;
    Dirak an dud oc’h beo ha joaüs,
    Ha c’houi maro dirak Doue !

  4. O, ma teufe, hep mui hoc’h espern,
    Ar maro d’ho skei koulskoude,
    E kouezfe hoc’h ene en ifern,
    Ha c’hoaz ne sonjit ket e se !

  5. Penaos kaout ken bras dizeblanted,
    Dirak eun ifern eternel,
    Ha da vont di e viot barnet,
    Ma chomit er pec’hed marvel !

  6. O, pegen skanv, pegen dall ez oc’h,
    O chom da hunvreal ken pell !
    Deut eo ar gwella koulz evidoc’h,
    P’eman Doue ouz ho kervel.

  7. Na skuisit ket e basianted,
    Nag e vadelez da Zoue ;
    Rak sur-mat e viot kastizet,
    Ma tisprizit e vouez hirie.

  8. Gant eur gwir glac’har d’ho pec’hejou,
    Deut da gaout Doue, me ho ped ;
    E zourn a Dad zo leun a c’hrasou,
    Ha, bezit sur, n’ho skoo ket.




N° LXXXVII. — Tremen ra pep tra.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=60
      \key f \major
      \time 6/8
      d4 e8 f4 d8 | a'4.~ a4 a8 | d4 a8 f4 g8 \break
      a4.~ a4 r8 | f4 a8 g4 f8 | e4.~ e4 r8 | d4 e8 f4 d8 \break
      a'4.~ a4 a8 | d4 c8 f,4 g8 | a4.~ a4 r8 \break
      d,4 e8 f4 g8 | a4.~ a4 a8 | d4. cis4 cis8 | d4.~ d4 r8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       Se -- laou ma breur ker te -- c’hout ra an am --
       zer tre -- men ’ra pep tra nerz ma -- dou ye --
       c’hed ya -- ouan -- kiz ha ke -- ned
       tre -- men ’ra pep tra tre -- men ’ra pep tra.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }