Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —



  1. Renet ’c’h eus er bed-man nebeut a vloaveziou,
    Pleustret betek ar penn hent bras ar vertuziou,
    C’houi ’eo skouer ar c’hlanded, burzud a garante(z)
              Etre Jezuz hag an ene.

  2. Bugelig, ho kalon ’oa prederiet dalc’hmat,
    Dindan sellou santel ho mamm ger hag ho tad,
    Da bellaat diouz an droug ha da greski bemde(z)
              Ho santelez dirak Doue.

  3. Eur vouez ho poa klevet abred ’n ho yaouankiz :
    Galv Doue, da guitaat madou ar bed iskis.
    War-lerc’h ho c’hoarezed e viot leanez
              Dindan skeud leandi Karmez.

  4. Henvel ouz ar rozenn a zigor he deliou
    Pa ’zeu tommder an hanv, glizenn ar beureou,
    Bleuniou leun a c’houez vat a ziwan ’n ho kalon,
              Jezuz enni a ra e dron.

  5. N’eus ket rozenn hep broud, gwir garantez hep poan,
    ’Kreiz he buhez kuzet kalz a zrein a ziwan,
    Gouzanv a rae hep klemm : ar garantez ’zo trec’h,
              Start ’man Jezuz war ho tivrec’h.

  6. Doue ’n deus kutuilhet timat ar « Rozennig »,
    Klenket ’n e Varadoz ene glan ar Verc’hig ;
    Breman tost d’he Salver, eürus ’kreiz ar c’hloar,
              E skuilh bennoz war an douar.

  7. Pedet oc’h, Tereza, e pevar c’horn ar bed :
    Dre-holl ho madelez ’zo burzudus-meurbet ;
    War hon parroz ivez strewit ar bokedou
              Dizeliet e-barz an Nenvou.

  8. Jezuz en deus sec’het a garantez doujus ;
    Kalz eus e vugale a ren buhez mantrus.
    Tommit ar c’halonou ha kasit ar pec’her
              Betek Kalon Sakr hon Salver.

B. L.


————