Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
Simon

diveza ma teuis. Ezom bras a voa d’en em gorija, dindan meur a rapport. Sonch mad ameus da veza guelet merc’hed yaouanq hac a voa goal friand, hac o devoa calz-muioc’h a vanite eguet na gonven. Beza voa ive pautret yaouanq pere, el lec’h en em occupi eus a un dra benac a util d’ar sul, goude beza grêt o deveriou a gristen, a yê d’an hostaliri da eva ha da c’hoari cartou, evit coll o arc’hant hac en em vezvi. Na gredàn qet memes lavarat e voa ivez tadou a famill, pere na roent qet dezo un exempl goal vad ; mes sonch ameus ivez gouscoude da veza guelet unan oc’h antren on e dy, tommet mad d’e veg, hac o voal-drêti e bried. — Oh ! tad Simon, eme ur plac’h yaouanq, na velfot mui a draou evelse amàn. Heuillet mad eo ho conseillou ha re hon autrou Person venerabl. Na ouzomp qet oll c’hoas lenn, maleurusamant, hac hon eus calz a zispit ous se ; mes an autrou Person hac an autrou Mêr o deveus prometet deomp e vije hep dale formet ur scol er bourg, da behini ec’h ellimp mont d’en em instrui. Da c’hortos se, va breur, pehini en deus disqet lenn ha scrifa en e rigimant, e pelec’h e voa corporal, a lenn deomp bep sul, goude coan, Buez ar Zent, an Aviel, an Instructionou christen evit an dud yaouanq, an Doctrin Gristen, hac avichou ar Gonferançou Curius, ar Pautr côs Richard, etc., eus a dy Lédan, e Montroulez. Evelse e tremenomp ar goude coan e cazi an oll dieguezou. Sellit, cetu aze al levriou renget qempen var ar planqen.