— Pegement ar pez eus da fouetou ?
— Dek lur.
— Mar kerez mont, da di ar Roue e po ar fouet vit netra.
— Ar fouet, e ti ar Roue, evit netra !
— Ia evit netra. D’in me eo bet kinniget. N’em oa ket izomm. Deus d’e gerc’het hag e vezo roet d’it.
— O ! mont a ran, avad.
Kerkent ez ejont kevret da di ar Roue.
Pa zigouesjont, Dorig a lavaras : « — Hen-ma, Aotrou Roue, a gemero, a volontez vat, ar fouet a zo kinniget d’in-me. »
— Ia ! Gwir ? eme ar Roue, en eur vousc’hoarzin.
— Ia, a volontez vad ! eme ar marc’hadour.
— Mad, eme ar Roue. Roit ar fouet d’ezan.
Hag ar marc’hadour a dapas daouzek
gweach ar fouet e leac’h Dorig.
Ar Roue ’gavas an dra fentus.
Dont a reas da veza mignoun da Zorig. Rei a reas d’ezan ugent lur bemdez. Dorig a vevas evel eur mondian. Meur a weach e pedas da leina e vamm hag e vreudeur. Ha