Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
EUR GER ARAOG
————
An istoriou ’zo el leor-ma, ’zo bet dastumet,
ama hag a hont. Klevet a ris, gwechall er gear,
kounta e korn an oaled, an darn-vuia anezo.
⁂
E ti ma zud, brema ’zo hanter-kant vloaz, pa vije drebet koan, epad ar goanv, goude ma vije lavaret ar pedennou ha lennet Buhez ar Zent, ar mevel a yea, atao, d’ober eur mel tantad tân.
Ar re all a laboure : ar merc’hed da c’hoalc’hi staliou koân ha da ober stam ; ar goazed da baluc’hat lin, da zresa ’r starnachou ha me oar…
Deuz an amezeien e teue, bemdez, unan bennak.
Beilhet e vije beteg dek, unnek eur noz. Hag hir, morse, na vije kavet an amzer. Rak goude beza kozeet eus nevezentiou ar c’harter hag ar barrez, lennet Feiz ha Breiz, deveziou a vije, ar mevel a gomanse dibuna e istoriou.
— 7 —