Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOULOU GLAS AR ROUE SALOMON
Ar medisin a dec’has. Edo a veac’h o tont
deus an ti war ar ru, pa welas e gamarad
oc’h en em deuler er-meaz dre e brenest.
Lammad a reaz d’e gaout. Mez penn ar c’homiser
oa faoutet. Ne zaleas ket da vervel.
Hag en eur vervel e lavare : « Milliget ra vo
deskadurez Salomon ! »
⁂
Doue eo mestr ar vuhez, |
— 75 —